BOA logo

Ar stal "Et ça repart !" get Glen Doujet

Kreiz Mintin - Gant Radio Bro Gwened

58 mn 59 sec 12 Cʼhwevrer 2026

Er rann-mañ
e komzer :

yezhoù Breizh
Abadennoù sevenadurel

Un droiad er stal « Et ça repart ! » get Glen Doujet.

Ar c'hentañ boutik er Frañs hag a werħa tammeù plomenneù-gwrez - ar plomenneù aweit tuemmet an tiér – tammeù koħ dastumet ha choejet mat aweit kampenn ha lakaat ho plomenn da droeiñ én-dro ; kuit a breneiñ ur sistem newę a-beħ én-dro. Just-èl ma vę gwraet get an tammoù otoioù a-houde pell amzer deja.

Glen Doujet a isplika demp a émen éma daet ar choñj da zigor ur voutik sort get hounneħ , ha penaos é rant aweit dastum ha testeiñ an tammeù hag o gwerħeiñ d'an dud partout dre ar bed.

Muzik ha sonenneù : Leyla Mc Calla / Jeanne Padellec / Storlok / Filaj é Bignan / Lili Boniche / Athea & Donna

Emision kampennet get Maxime Morvan Crahé

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2026 Radio BOA