Le journal du FIL 2026 ! - Gant Radio BOA
59 mn 31 sec 06 Eost 2026
Morwenn Lenormand a zo steredenn bro An Oriant: ar ganerez, aktourez, animaterez a adkaver e pep lec'h e-pad Emvod ar Gelted. Pedet e oa bet evit kontiñ he boazioù e-pad ar suhuniad-mañ hag he strollad blues-breizhad Blue Glaz.
Valse 2 steps cajun dielfennet dre ur valse sonet get Louis Michot & Swamp Magic get Maxime-Morvan Crahé
Aleksandr Ar Gall a zo e mesk an dud mil intereset get sujedoù ispisializet-bras ! Adkavet e oa bet get Enora Molac e-dan an deltenn evit deskiñ kerneveureg. Un digarez evit lakaat ar gaoz àr e levr Hor breudeur tramor embannet e ti Moulladurioù hor yezh.
Animasion: Enora Molac (Radio BOA), Maxime Crahé & Corentin Bagot (RBG)
Teknik: Nicolas Milice (Radio BOA)



