BOA logo

GBB: un digarez da zaremprediñ get kumuniezh ar vrezhonegerion.ezed

Gouel Broadel Ar Brezhoneg 2026 - Gant Radio BOA

2 ourr 0 mn 02 Gouere 2026

Er rann-mañ
e komzer :

Ce podcast a été intégralement enregistré en langue bretonne. Pour lire le texte en français, rendez-vous en bas de la page et sélectionnez "FR".

Rouedadoù-sokial ha brezhoneg: Mailys Princé (Bretonne) ar levezonerez

6 vlez 'zo he doa Mailys kroget da embann videoioù àr ar brezhoneg ha danvez sevenadurel ar vro. Ar plac'h o chom àr Enezenn Groe a zispleg petra eo he labour levezonerez ha penaos e ra evit en em denniñ. Asamblez geti emañ William McMillan - Ar Minnesotad, paotr ar Stadoù Unanet a zispleg penaos e ra evit desachiñ ha difenn ar brezhoneg war instagram.

Evit distreiñ àr an Taol-Lañs (podkast a-bezh amañ) e vo klevet prezidantez ar juri Elise Desbordes (Emezi) ha Solange Cloarec (Deus 'Ta) barnerez ivez. Enrollet o ziv get Marianne Vaedi ha Metig Jakez Vargas (Radio Kerne ha Radio Breizh).

Talvoudegezhioù GBB - ur c'harta a zo

Melan Boulic, e burev ar gevredigezh he doa harpet pasabl ar raktres karta evit splanaat tro-spered ar festival, ha peseurt emzalc'hioù a zo aotreet oe get. Lakaet eo bet holl arzourien da lenn ha da siniñ ar garta. Ne vez ket degemeret standoù ar strolladoù politikel. Neoazh e vez degemeret an holl, get ma vez emzalc'hioù dereat. N'eo ket aotreet ar c'homzoù gouennelour, seksist hag ar c'hunujennoù a-bep seurt. Melan a zispleg e oa bet ur gudenn get un den en aozadur, a zo bet skarzhet peogwir en doa bet emzalc'hioù fall get ar maouezed.

Daoulagad Breizh n'eus skignet filmoù a feson e GBB

Filmoù chakod, Crush (film berr faltazi sevenet get Emmanuel Roy) ar film get tud a Gerneveur hag a Vreizh, un istor karantez etre krennardezed a vev pep hini en he bro. Ur rann ag an heuliad poltredoù Bev a zo bet skignet ivez: get Eva, ur vaouez yaouank a vro Iwerzhon, setu kinnigoù ar gevredigezh skigniñ filmoù e brezhoneg Daoulagad Breizh. Un atersadenn get Héloïse Le Guen.

Karaoke Social Klub: nag ur sonadeg

Ar Sadorn da noz e-dan ar chapito oa ambiañs forzh pegement, frommus bras evit ar publik a gane àr an dro get ar sonerion ha sonerezed àr ar leurenn. Rekipe ur sonadeg a feson get Tangi An Dreo, a zo tremenet àr ar plato radio.

Da adkavout ivez er podkast-mañ: ganedigezh GBB Komedi Klub get Lors Jereg ha Sterenn Ar Gall, a dremene àr ar leurenn stand-up. Sklaerenn Galloudeg he doa staliet ur c'hoari-achap (escape-game) get Lagad-Bleï, tremenet eo àr ar plato radio get ar 4 c'hrouedur Arthur, Mael, Mouna ha Jeanne. Un daol-grenn a oa bet àr ar yaouankiz hag ar stourmoù, Dewi Sibéril a oa animatour ar prantad, deuet eo da gomz get Felix Parker-Price (brezhoneger a vro Gembre, kembreeger ivez) a koñtekstoù disheñwel yezhoù minorelaet brezhoneg kembreeg hag okitaneg.

2 don a zo bet sonet get An Abhain da 1'40 er podkast-mañ ivez, en live.

Foto: @EricBienfait Azenor Callac o animiñ get he nizez àr leurenn an Taol-Lañs

Podkast:

  • seveniñ hag animiñ: Marianne Vaedi ha Laetitia Fitamant (Radio Kerne), Enora Molac (Radio BOA)

  • teknik: Bruno Blanchard ha Clément Samson (Radio BOA)

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2026 Radio BOA