Mouvement associatif de Bretagne : Mobilisation du 11 octobre - Gant Radio BOA
3 mn 5 sec 08 Here 2025
Cette interview a été intégralement enregistrée en langue bretonne. Pour lire le texte en français, rendez-vous en bas de la page et sélectionnez "FR".
Echu eo ar prantad sederoc’h hon eus bevet an degadoù a vleadoù paset.
Setu ar pezh a vez soñjet get aktourien.ezed ar c'hevredigezhioù. Cheñchet eo ar bed, get ar c'hemmoù sokial, politikel hag ekonomikel en Europa, hag e Breizh ivez.
Ar re bitaodañ a vez pitaodoc'h c'hoazh, pa gresk an niver a dud àr takad republik bro Frañs a zo e-dan bevenn ar paourentez (tro 10 million e 2023 hervezh an Insee). War an dro eh eus un dle bublik a 114% ag ar PIB da baeiñ, ha n'eus ministrerezh ebet estroc'h evit hani an arme a zo "imunizet" enep ar strizhder ekonomikel/politikel.
En ur seurt endro luzhiet eo mouget ar c'hevredigezhioù. Evito eo arvarus chom hep kreskiñ pe memes digreskiñ o yalc'hadoù da-geñver kresk ar prizioù. N'eus ket moien ken gwelout penaos e vo stad an traoù ar bloavezhioù da zont, hag un tamm mat anezho a c'hellay monet da zistruj. Un devezh stourm a zo raktreset d'ar Sadorn 11/10 e Breizh hag e Frañs a-bezh, a gemeray stummoù disheñwel hervezh choaz ar c'hevredigezhioù a responto d'ar galv an deiz-se.
Evit Morgane Brillault, a zo e kuzul-meriñ ar FAS-Bretagne, Kengevread Aktourien ar C'hengred, "sikour get ur boblañs bresk a gresk hep muioc'h a sikourioù, n'eo ket posubl" (komzoù lâret get ur gamaladez dezhi a gomz brezhoneg er podkast-mañ). Ouzhpenn, "ar skipailhadoù a dud gopred a cheñch kalz, ker diaes eo ar c'hondisionoù-labour, izel ar gopr hag izel anaoudegezh-vat o micherioù". Hervezh un enklask graet get aozadurioù ezel ar FAS eh eus dija 1/4 anezho o tarzhiñ.
Un atersadenn kaset get Enora Molac a Radio BOA.