BOA logo

#N'HELLKETPADOUT! Ezhomm zo deus diarbennoù kreñv

Mouvement associatif de Bretagne : Mobilisation du 11 octobre - Gant Radio BOA

4 mn 55 sec 08 Here 2025

Er rann-mañ
e komzer :

Abadennoù sevenadurel
nevezadennoù sokial e Breizh

Cette interview a été intégralement enregistré en langue bretonne. Pour lire le texte en français, rendez-vous en bas de la page et sélectionnez "FR".

Echu eo ar prantad sederoc’h hon eus bevet an degadoù a vleadoù paset.

Setu ar pezh a vez soñjet get aktourien.ezed ar c'hevredigezhioù. Cheñchet eo ar bed, get ar c'hemmoù sokial, politikel hag ekonomikel en Europa, hag e Breizh ivez.

Ar re bitaodañ a vez pitaodoc'h c'hoazh, pa gresk an niver a dud àr takad republik bro Frañs a zo e-dan bevenn ar paourentez (tro 10 million e 2023 hervezh an Insee). War an dro eh eus un dle bublik a 114% ag ar PIB da baeiñ, ha n'eus ministrerezh ebet estroc'h evit hani an arme a zo "imunizet" enep ar strizhder ekonomikel/politikel.

"N'hell ket padout!" Lugan an 11/10

En ur seurt endro luzhiet eo mouget ar c'hevredigezhioù. Evito eo arvarus chom hep kreskiñ pe memes digreskiñ o yalc'hadoù da-geñver kresk ar prizioù. N'eus ket moien ken gwelout penaos e vo stad an traoù ar bloavezhioù da zont, hag un tamm mat anezho a c'hellay monet da zistruj. Un devezh stourm a zo raktreset d'ar Sadorn 11/10 e Breizh hag e Frañs a-bezh, a gemeray stummoù disheñwel hervezh choaz ar c'hevredigezhioù a responto d'ar galv an deiz-se.

Penaos e vo an traoù ma varv ar c'hevredigezhioù an eil àr lec'h egile?

Hervezh Sébastien Toinen a Greizenn ar son e Kawan, ezel er MAB- ar Luskad Kevredigezhel e Breizh n'eus lañset an devezh stourm, "interesus e vehe gwelout penaos e vehe ma vez kevredigezh ebet e-pad ur sizhun".

Dre-se, pep kevredigezh a responto d'ar galv a choaz ar feson da stourm a vo mat dezhi. Memestra, ar scotch eo a zo bet kinniget èl arouez. Rak get ar c'hevredigezhioù e vez graet ur bern traoù, "met aze n'eo ket deus scotch hon eus ezhomm met a respontoù hag obererezhioù kreñv".

Un atersadenn graet get Enora Molac a Radio BOA.

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA