Gouel Broadel Ar Brezhoneg 2025 - Gant Radio BOA
1 ourr 57 mn 10 Gouere 2025
GBB 2025 a oa dalc'het e Maner Kernod Mellag. Un digarez a-feson evit lakaat ar gaoz àr ar goulennoù-se.
Un nebeut respontoù, get un nebeut tud a zo deuet da gomz doc'h ar mikro:
Paul Molac, kannad ar Mor Bihan ha prezidant OPAB ha Fulup Jakez, rener OPAB
Liza Jakez Vargas ag ar gevredigezh Aerlin ha Maxime Crahé, prezidant Kan ar Bobl
Arzourien.ezed Nolwenn Korbell ha Kadvael Jolivet
Lena Louarn, kuzulierez-bet e Rannvro Breizh, Tangi Louarn (e-mesk krouerien.ezed Skol an Emsav) hag Yves-Marie Derbré-Salaun, e burev Mignoned ar brezhoneg
Un abadenn savet a-stroll get skipailhadoù Radio Kerne, Arvorig FM, RBG ha Radio BOA: Marianne Vaedi, Pauline Daniel, Neshka, Morgane Bramoullé, Enora Molac, Laetitia Fitamant, Metig Jakez-Vargas.
Teknik: Nicolas Milice ha Clément Samson (Radio BOA)
Souten àr ar skigniñ, ha staliiñ: Bruno Blanchard