BOA logo

Deuet eo 'maez geriaoueg benelour hag LGTDE+ Aerlin

SOFA - Gant Radio BOA

59 mn 55 sec 26 Du 2026

Er rann-mañ
e komzer :

nevezadennoù sokial e Breizh
Treuzkemm ekologel ha bevliesseurted
yezhoù Breizh
Abadennoù sevenadurel

Ce podcast a été intégralement enregistré en langue bretonne. Pour lire le texte en français, rendez-vous en bas de la page et sélectionnez "FR".

Hiañ, ellig pe benbroadelouriezh... Gerioù ha troiennoù da gontiñ ar bed a hiriv

Na vat a ra, embann ur berlezenn nevez. Setu deuet ‘maez ar Geriaoueg teiryezhek benelour hag LGDTE+ get strollad Aerlin.

Ennañ e tesker gerioù kozh ha nevez, troioù-lâr ha kinnigoù yezhadur a ro muioc’h a splannder d’ar bed benelour ha kwir. Deuet eo ‘maez ar miz paset e ti Goater. 900 ger ha troiennoù e brezhoneg, galleg ha saozneg o deus kavet o flas dija er geriaoueg get tresadennoù pedagogel. Da gomz ag ar c'horf, ar frommoù, ar garantez hag ar c'hontekst sokio-politikel.

Liza Jakez-Vargas, ezelez er strollad a gont hirroc'h e penn-kommañs an abadenn. "Digor omp d'ar pedadennoù" emezi. Ma vez gerioù ouzhpenn da ginnig a-berzh an dud, amañ emañ ivez.

Tramor, un abadenn muzik ha sevenadur folk hag hengounel àr RKB

Animet eo get ar soner Brewen Favereau, a zo ivez ken-brezidant Radio Kreiz Breizh. Da glevout dre amañ pe amañ c'hoazh.

D'ar 25/11 e vez an deiz stourm enep ar feulsterioù graet d'ar maouezed ha d'ar feulsterioù jener. Muioc'h a zisplegadennoù àr ster an deiz-se get Anne Koadic doc'h mikro Maëlle Ausias en he c'hronikenn Tamm ha tamm 'vez graet he bragoù da Chann; ha Maelaig Feroc (animaterez e CIDFF An Oriant) a gont ivez petra eo simptomoù feulster er c'houplad.

Reko Clem: Blue Glaz, D'ar bal g'ar vag

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2026 Radio BOA