BOA logo

Luskad sokial & liseidi.adezed: talvoudegezh an niverel hag intrudu taer ar gouarnamant

SOFA - Gant Radio BOA

59 mn 13 sec 05 Du 2026

Er rann-mañ
e komzer :

nevezadennoù sokial e Breizh
Treuzkemm ekologel ha bevliesseurted
yezhoù Breizh
Abadennoù sevenadurel

Ce podcast a été intégralement enregistré en langue bretonne. Pour lire le texte en français, rendez-vous en bas de la page et sélectionnez "FR".

Kenderc'hel a ra ar stourm etre ar liseidi.adezed hag ar gouarnamant, asamblez get ar re yaouank e vez gwelet kalz tud deuet o vanifestiñ enep ar vuhez ker hag evit difenn ar servijoù publik. E penn kommañs miz Kalañ-Gouiañv (miz Du) e vez stanket ar liseoù e meur a ger e Breizh, goude ar vakañsoù.

An niverel èl ostilh stourm ivez, dreist-holl evit ar re yaouank

Evit Fabris Cadou, sindikalour FSU ha kelenner er lise Corbière e Montroulez, eo disheñwel ar mod da stourm evit ar re yaouank hiriv an deiz. Tremen a ra pasabl a draoù àr ar rouedadoù sokial pe dre bouklennoù Signal pe Telegram, plegoù disheñwel a zo bet tapet get ar re yaouank. Ur seurt tra a c'hell lakaat tud 'zo koshoc'h un tammig diaes.

"Memestra e veo pozitivel an traoù peogwir e weller an disoc'h! Kantadoù a re yaouank 'ba straedoù Montroulez n'eo ket c'hoarvezet 'boe pell, hag omp bet souezhet mik o welet kement a dud en em vodet dirag al lise petramant er straedoù, padal n'hon oa ket ar santimant 'oa bet komzet kalz kenetreze".

Stankiñ Instagram, Snapchat, Tiktok hag X

Dre ul lizher kaset d'an embregerezhioù telefon Orange, Bouygues Telecom, SFR ha Free ha lakaet publik get ar media Basta, e teskomp e oa bet klasket gant ar 1tañ ministr Sébastien Lecornu kemer ar galloud evit stankiñ en un doare termenet ar rouedadoù sokial Instagram, Tiktok, Snapchat (hag ouzhpennet e oa bet X goude kasadenn ar lizher), e-pad devezh stourm ar Sadorn 24/10.

Evit Anne Koadig, sindikalourez Solidaires e Gwengamp ha mamm ur liseadez, se 'vez gwelet e broioù a soñjer n'int ket broioù demokratel, evel Sina da skouer, evit ampech an dud da gomz etrezo ha d'en em aoziñ.

"Aze memestra omp e Frañs, hag ar Frañs a lâr eo ur vro demokratel, met peadra 'zo d'en em c'houlenn, emezi. Rak petra n'eus aon ar gouarnamant? Rak ar re yaouank? Me gav se digredapl".

Ma faot deoc'h gwelout hirroc'h àr ar sujed e c'hellit monet da welet enklask Blast amañ.

Pelloc'h en abadenn e vo klevet ivez Fabris Cadou, hag Anne Koadig, o lâr hirroc'h àr koñdisionoù stourm ar liseadezed ha liseidi; kreizoù-kêr difennet evit ar manifestadegoù e pep korn ar vro, hag ar milisoù faskour o tagiñ manifesterezed ha manifesterion.

Titouroù ouzhpenn, war An Oriant ha liamm maer Fabrice Loher hag ar bagadig tu dehoù-pellañ bet gwelet e kreiz-kêr goude an 17/10, hag anvet milis faskour get kenstrolloù lec'hel: nac'het eo bet get an ti-kêr en ofisiel ar fed e ouife an aotroù-maer e oent o tibuniñ, ha memes o dehe bet kaozeadenn ebet.

Emrennerezh Korsika: c'huitet an taol er Sened

D'ar Lun 26/10 eo bet skarzhet ar lezenn bonnreizhel àr statut Korsika, goude bout bet disteraet kalz he zanvez. Tro 8e30 da noz e veze kuitaet ar gambr, ha protokol Beauvau get an emrennerien, mantret e vehe komzet deus "glad sevenadurel, yezhel..." e-lec'h "kumuniezh". Er breujoù dija, e oa bet replased ar ger "bopl" evit "kumuniezh". Muioc'h a zisplegadennoù get Tifenn Siret, mouezh-aotreet an UDB hag e burev ar gengevread Rannvroioù ha Pobloù Kengred, a oa àr blas an noz-se.

En abadenn e adkavehet ivez: Lizher kelaouiñ Splann get Caroline Trouillet (dijabl amañ ivez en he fezh, e brezhoneg hag e galleg), neventioù Breizh Uhel get Anne-Claire Quiviger (Radio BOA, Plum FM), ha doéré Radio Kerne e kompagnunezh Marianne Vaedi, ken-brezidantez Radio BOA ha karget ag ar programmoù evit Radio Kerne ha Radio Naoned.

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2026 Radio BOA