Staliet e oa bet studio Radio Kreiz Breizh e-pad 2 euriad e Karaez, d'ar Sadorn 24/10 evit Gouel ar levrioù.
Geriaoueg benelour hag LGBTDE+ Aerlin, geriaoueg bigouden-Glazig Yann Gwilhamot, Kuzul ar brezhoneg... Kement a c'hevredigezhioù hag a dud deuet da gomz ag an embannadennoù diwezhañ ! 2 euriad abadenn e kompagnunezh Typhaine Leon ha Tomaz Laken a zo da glevout dre amañ pe dre aze.
Evit SOFA ar sizhun-mañ e kinnigomp deoc'h selaou doc'h familh, kenlabourizion ha mignoned Charlie Grall, aet da anaon e miz C'hwevrer 2027, unan a grouerion Saloñ levrioù Karaez. Un enrolladenn tennet ag abadenn skipailhad Radio Kreiz Breizh.



