BOA logo

Un naer e Kerner: ur bladenn vrav get bugale Diwan Rianteg

SOFA - Gant Radio BOA

59 mn 48 sec 22 Here 2026

Er rann-mañ
e komzer :

nevezadennoù sokial e Breizh
Treuzkemm ekologel ha bevliesseurted
yezhoù Breizh
Abadennoù sevenadurel

Ce podcast a été intégralement enregistré en langue bretonne. Pour lire le texte en breton, rendez-vous en bas de la page et sélectionnez "BR".

Eil pladenn skolidi Diwan Rianteg

Emañ o paouez donet 'maez ! Tonioù hengounel ha nevez-savet a vag ar 14 ton a glever àr ar bladenn a-galite, enrollet get mouezhioù razh an 3 c'hlasad. Da-heul atalieroù kan get ar ganerez Elodie Jaffré hag ur labour a-stroll a-berzh tud ar vugale, ha roadenn Dastumerion ar c'hreisteiz emañ bet kommañset ar labour pedagogel ha sevel ar bladenn. Emgav get Gwenc'hlan Broudic, a zo grafer ar golo ha tad ur c'hrouedur er skol.

Esañs kinniget get ti-kêr Kerrien

Ar gumun er maez n'eus tro 1800 a dud o veviñ ennañ. 15' pell doc'h Kemperlé ha memestra evit Ar Faouet, se 'sinifi eh eus plas evit sikour get ar c'honversioù lec'hel da chom war blas. Evit Marsel Moysan

"ma vanka un aienn b'ar chadenn, pep koñvers 'koll' tud." eme an den a zo bet mùaer ar gumun 3 gwezh, beteg 2014. Muioc'h a zisplegadennoù getoñ àr ar stasion esañs bihan a zo bet staliet nevez 'zo e Kerrien, ha meret get ar maer Stéphane Cado.

En abadenn-mañ e vo klevet ivez: Neventioù Radio Naoned, doéré Bro Galo, Maelaig Feroc a CIDFF ar Mor Bihan, o komz deus an dispositif Nijadell da sikour get ar maouezed war ar maezioù a vev feulsterioù seksist ha seksel.

Reko Clem: Arianne Monteverdi_Take a chance.

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2026 Radio BOA