Ce podcast a été intégralement enregistré en langue bretonne. Pour lire le texte en breton, rendez-vous en bas de la page et sélectionnez "BR".
Setu anv enklask ziwezhañ ar media enklask ha dizalc’h Splann.
Julien Meffre ha Pierre-Yves Bulteau o deus enklasket, a benn da gomprenn petra a c’hoarvez en eskopti, ha petra eo ar liammoù get an tu-dehoù pellañ, en enklask amañ.
An div sizhun paset hon eus klevet penaos eo vehe tapet tachenn tamm ha tamm get un tu muioc’h killstourmer ag an iliz, er Mor Bihan. Klevet hon eus ivez petra eo talvoudegezhioù serten stourmerien a zo bet gwelet er pic’hirinaj Feiz & Breizh. Lod anehe a zo tost mat doc’h klogorenn an RN, stourmerien identitaires ivez, levezonerien pe tud stag doc’h an aozadur Academia Christiana, dre ar strollad Les Vénètes. Setu an tamm diwezhañ e kompagnunezh an enklasker Julien Meffre.
Dimerc'her da noz e veze un 250 den bennak bodet dirak ti-kêr An Alre evit goulenn groñs ma vo kendalc’het get feurm-municipal Rostevel. D'ar Meurzh 6/10 e veze anoñset get an ti-kêr gwerzh e atant, èl e c'heller lenn get kenseurtezed Actu Morbihan. Hervezh an ti-kêr eo re ger, ha n'eo ket e gefridi da gas naken.
Kroget eo ar raktres e 2022. Prenet e oa bet un dachenn tro 4,5 hektar, a oa dilezet. Labellizet eo bet an dachenn e bio penn-dor-benn e 2025. Ar blez-se e veze produet tost da 8 tonenn legumaj, ha roet boued da 150 den ag Ehpad ar Bocéno.
Ar pal evit ar blez-mañ oa produiñ beteg 13 tonenn boued, ha roiñ boued da ohpenn 600 krouedur ar vagouri ha skolioù An Alre. N’eus ket a sifroù 2026 c’hoazh da roiñ deoc’h.
Ur labourer-douar a zo gopret get an ti-kêr, leun-amzer, àr ar blez, evit ober àr-dro, ha eñ zo sikouret get tud o labourat e kevrat termenet evit ar prantadoù stankoc’h.
Meur a c'hevredigezh a zo enep gwerzh an atant. A portée de fourchette en o mesk. Pierre a zo ezel ar strollad, displeg a ra deomp penaos eo souriñ bras gwerzhiñ bremañ an dachenn, a-raok bout sifroù ar blead 2026. Evit an tad o chom En Alré, n'eo ket poellek a-fed ekonomiel naken.
En abadenn-mañ e vo klevet ivez:
Doéré Radio Treger-Goelo get Typhaine Léon, kazetennerez enno; neventioù bro Galo get Anne-Claire Quiviger (Radio BOA, Pllum FM) ha Uisant Crequer evit CRESS Bretagne àr aozadur an ESS.
Reko Clem: NIJ, Callisto



