Setu ur serienn abadennoù Sofa an hañv, ho lakay da glevout ar pezh a zo c'hoarveet e Taol-Lañs GBB 2026.
Ar sizhun-mañ e vo klevet Dr. Fañchenstein. Fañch Roy àr ar gitar hag ar c'han ha Stéphane Rio en taboulinoù ! Rock gant punk, funk, folk, metal, rap, gint a ra ar pezh a faot dezhe.
O fal: seniñ ar pezh a blij dezho ha "plantañ startijenn war al leurenn ha diskouez ivez e c'heller kanañ e brezhoneg war n'eus forzh peseurt stil."
8 strollad a zo tremenet àr ar leurenn, er rummadoù "dazont" hag "a-vicher". Da-heul o 15 munutenn sonadeg e oant bet degemeret àr ur plato radio get Marianne Vaedi, Metig Jakez Vargas (Radio Kerne, Radio Breizh) hag Enora Molac (Radio BOA). Filmet hag enrollet an traoù get skipailhad Kaouenn ! Azenor Kallag an hini eo a zegemere an arzourezed hag arzourien àr ar leurenn.
Barnet e oant àr o sonerezh, o fozioù ha distagadur, koherañs o c'hinnig, o vezañs àr ar leurenn get Elise Desbordes (Emezi, prezidantez ar juri); Solange Cloarec (Deus 'Ta); Eli Salaun (Yezhoù ha Sevenadur) ha Christophe Dagorne (Le Novomax).
Emgavioù get tud a-vicher, sonadegoù, rezidañsoù, prantadoù atersadennoù, fotoioù ha videoioù a zo profet dezho. Tud a-vicher GBB a vo gete evit sikour da ziorren o raktres arzhel. Chañs vat dezho !
Un taol-kalon a zo bet roet get ar juri d'an daouad Hekleù (Gwendal Le Ruyet ha Antoine Scaviner).
Foto: @HervéKersulec
Podkast:
seveniñ hag animiñ: Radio BOA & Radio Kerne
teknik live an arzourien: Kaouenn
teknik an atersadennoù: Radio BOA



