BOA logo

Ar vretoned eo, n'o doa ket tapet an tren evit plantiñ brezhoneg en iliz

SOFA - Gant Radio BOA

1 ourr 0 mn 11 Mezheven 2026

Er rann-mañ
e komzer :

nevezadennoù sokial e Breizh
Treuzkemm ekologel ha bevliesseurted
yezhoù Breizh
Abadennoù sevenadurel

Ce podcast a été intégralement enregistré en langue bretonne. Pour lire le texte en français, rendez-vous en bas de la page et sélectionnez "FR".

Aferioù ego ha disemglevioù don

Ur souezhadenn e oa evit Maïna Sicard-Cras, o labourat àr he zezenn "De Feiz ha Breiz à Feiz sans Breizh : histoire d'un divorce. L'Église catholique et la langue bretonne de 1945 à nos jours" er CRBC e Skol-Veur Brest. "Ar re ag a ouie brezhoneg war lec'h an eil brezel bed n'o doa ket c'hoant kaout brezhoneg en iliz" eme an istorianez, a zo kazetennerez e FR3 Broioù al liger ivez.

Klasket he deus komprenn penaos eo bet dilezet ar yezh tamm ha tamm en Iliz e Breizh war lec'h an eil brezel-bed, ha war lec'h Vatikan 2.

"Komzet e veze galleg d'ar vugale evit bout tud pouezus, ha ret e oa ober gant ar galleg en iliz ivez". War lec'h Vatikan 2, ar re a oa sañset treiñ ar liderezh e brezhoneg n'int ket deuet a benn d'en em glevout ha kollet hon eus ur bern amzer pa genverier gant bro Euskadi pe gant an oksitaned. Morse ar vrezhonegerien n'int deuet a benn d'en em glevout evit kaout un destenn, ul liderezh e brezhoneg: diforzhioù geriaoueg ha sell don war ar gevredigezh a oa, etre ar baotred a oa sañset sevel un destenn harmonizet da gas da vout asantet get Roma. Ouzhpenn, goude darvoudoù Pariz ha Mae 68, ar veleien a zeu 'maez deus an eskopti a zo tud yaouank, a blante galleg e pep lec'h, hag ar brezhoneg a veze gwelet evel ur yezh kozh. Lennet he doa kantadoù a lizherioù evit labourat àr he zezenn 700 pajennad, a zo bet soutenet e miz Kalañ-Gouiañv 2025, ha bet da enklaskiñ e Roma ivez.

Ha war levezon ar Stad C'hall da ziskariñ ar yezhoù estroc'h evit ar galleg war an tiriad? Evit Maina Sicard-Cras, evel just ez eus ul levezon war sell an dud war o yezh, met n'eo ket he frantad studi, a zo kalz diwezhatoc'h.

Izold ha Tristan, ur podkast war ar stern

Mojenn an daou haroz amourouz beteg ar marv he deus kavet he mouezhioù nevez e brezhoneg: Lleuwen Stefan ha Quentin Morvan a zo an daou aktour a roio buhez d'ar podkast sevenet gant Arzh hag Arzhez son ha film (Samuel Julien ha Yann-Herle Gourvez). Ar sizhun dremenet e veze enrollet o mouezhioù e Kemper e studio Dizale, gant Jean-Maï Ollivier. Ur reportaj get Romain Méril a zo tremenet e staj e Radio BOA.

Emgav a benn an diskar-amzer evit selaou doc'hte àr Radio BOA !

Er podkast-mañ e adkavehet ivez Uisant Crequer prezidant ar gevellouri Distro, war mont en-dro CRESS Breizh, rouedad aktourien bed an ekonomiezh sokial ha kengred e Breizh melestradurel.

Reko Clem: Cécile Lacharme, Orage

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2026 Radio BOA