Ce podcast a été intégralement enregistré en langue bretonne. Pour lire le texte en français, rendez-vous en bas de la page et sélectionnez "FR".
Ur son nevez, da lakaat an dud da zañsal àr ar planchod, soutenet get ar Gompagnunezh Beliza. Anavezet e oa bet Zoñj get e bladenn (memes anv evit hini ar strollad) e 2018, pellig 'zo neuze. Cheñchamantoù a zo bet etretan: Julien Danielo an hini eo, a zo erruet er strollad 6 vloaz 'zo get an akordeon kromatek. Ar pezh a zegas ur liv nevez d'an triad, graet bremañ asamblez get Baptiste Barbier (feüitoù-dreuz koat) hag Elouan Le Couls (violoñ). An tri soner a zo bet da glask Anjela Lorho Pasco (KBA #4, Barba Loutig, o soniñ bremañ er strollad Segal...) ar pezh a ro ur son gouried mat get ur liv gwenedeg dispar. Sikouret int bet get Floriane Le Pottier (Dour Le Pottier, Skeeq...) àr ar stur arzhel da roiñ ur sell diavaez. Sikouret int bet àr an enrolliñ get Heikki Bourgault er Logelloù (Penvenan).
N'eo ket deuet 'maez ar bladenn c'hoazh, moien 'zo sikour get ar strollad dre amañ !
Adkavit anezho d'an 19/06 Er C'houerc'had evit embann o fladenn Koar, met ivez d'an 20/06 e Peillac, d'ar 26 e Plaintel... Hag e pep korn ar vro e-pad an hañv.
Skoazell a zo anv ur c'henstroll krouet e Ledenez Krahon. Hiriv e vez sikouret ar maouezed reuziad get ur strollad mennet. Psikologourezed, breutaerezed, dilennadezed ha sitoianed a zo e-barzh. André Quillevere ha John Morzadec izili ar c'henstroll a zispleg e oa bet krouet Skoazell da-heul istorioù tagadennoù seksel e kumun Argol, displeget en ur pennad get Mediapart. Bremañ eo estennet o sikour da razh ar maouezed el ledenez.
Emgav neuze d'ar 6/06 e Kreizenn mor Lanveoc evit an eil Skoazell Fest! Kig ha farz, sonadeg bal swing Beetle Jazz ha fest-noz a vo get strolladoù lec'hel.
Un 3vet Skoazell Fest a vo aozet ivez en Argol e fin miz Eost.
eme Françoise Louarn, ezelez er c'henstroll ivez, bet bevet geti darvoudoù diskrivet e pennad Mediapart a-us.
Er podkast-mañ e edkavehet ivez Lizher Kelaouiñ ar media enklask Splann! get Caroline Trouillet, kazetennerez enno.
Reko Clem: Naad Japa, Beldi



