BOA logo

Breizh Izel / Haote bertegn an harz sokioyezhoniel

SOFA - Gant Radio BOA

59 mn 44 sec 06 Mae 2026

Er rann-mañ
e komzer :

nevezadennoù sokial e Breizh
Treuzkemm ekologel ha bevliesseurted
yezhoù Breizh
Abadennoù sevenadurel

Ce podcast a été intégralement enregistré en langue bretonne. Pour lire le texte en français, rendez-vous en bas de la page et sélectionnez "FR".

Ur vevenn n'eus ket anezhi en ur mod fetis (ur stêr, menezioù...)

... Met e pennoù an dud kentoc'h. Liammet eo get ar yezh a vez komzet gete, ez istorel. Brezhoneg er c'hornôg -Breizh izel; ha gallaoueg e reter ar vro, e Breizh Uhel. Termenet e vez an traoù get an dud pedet en abadenn: Anne Diaz antropologourez àr skeudennoù a vez graet àr ar re all hag ar vevenn sokioyezhoniel, Myriam Guillevic arbennigerez àr glad Bro Boio hag Anton Chatelier prezidant Institut Chubri, o zri pedet get skipailhad Radio Bro Gwened (Enora Molac) ha BCD (Mikael Bihannic) e 2019 en abadenn-mañ.

Studiet eo bet an traoù, àr cheñchamant ar vevenn sokioyezhoniel o kemm daved ar c'hornôg (n'eus ket anezhi kement-se ken) get Fañch Broudic, amañ ivez.

Kenleur hag ar metal... C'hoarvezout a ra !

Adkavit ivez Youena Baron ha Manon Le Querler o tispleg penaos e vez awenet ar c'helc'hioù keltieg get sevenadurioù arall, èl Kelc'h Klison get ar c'hultur metal.

Ur gopradez nevez evit diorren ar gallaoueg get Radio BOA

Anne-Claire Quiviger a zo nevez-erruet e skipailhad BOA. Labourat a ray e BOA met ivez e Pllum FM en ur post-labour rannet, atav evit abadennoù e gallaoueg. Chomit àr evezh hag adkavit anezhi emberr en abadenn Le Chaodron de Potin àr Radio BOA, hag àr gwagennoù Pllum FM! Donemat Anne-Claire !

Reko Clem: Gregailh, Disko

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2026 Radio BOA