Setu ar pezh a vez lâret da Maelaig, labourez sokial b'An Ecoutille e kêr An Oriant. Get au Sauvegarde 56 hag ar CIDFF e sikour an dud a c'houzañv feulsterioù seksist ha seksel er gêr pe er labour. Ur skipailhad a-bezh a zo: ur breutaerez, ur psikologourez, un asistantez sokial a zo gouestlet da roiñ titouroù d'an dud gwallgaset, àr o gwirioù. Moien 'zo dezho monet gete da zougiñ klemm en archerdi pe ti ar polis, ha sikour da gaout lojamantoù ivez. Pep hini 'zo degemeret adal 18 vlez, ha moien 'zo degemer ar vugale ivez e-pad an emgav.
An Ecoutille: 21 straed Jules Le Grand b'An Oriant, pellgomzit d'ar 02 97 63 52 36 evit bout un emgav
Mand oc'h o chom pelloc'h evit An Oriant, ur sez pe un astenn a zo nebell moarhat: https://fncidff.info/trouver-mon-cidff/
2226 a zo da werzhiñ evit an 10vet Redadeg. Katell Grall, karget a gehentiñ a zispleg: ur sifr bras eo met n'eo ket echu al labour evit kendrec'hiñ ar muiañ a dud posubl da souten. Plasoù a chom er skipailhadoù lec'hel c'hoazh evit tapout poltredoù, bout en auto surañtez, redeg pe traoù all !
Ouzhpenn Tuchenn Mikael hag enezenn Groay, tremen a ray ar Redadeg dre deleferik Brest !
Reko Clem: Laura Perrudin, Tempus



