Ce podcast a été intégralement enregistré en langue bretonne. Pour lire le texte en français, il faudra exceptionnellement patienter encore un jour ou deux!
Er c'humunioù bihannoc'h (Klohars, Couëron, Plérin...) hag e serten kerioù bras ivez. Dielfennadenn get Tudi Kernalegenn, arbennigaet àr ar politikerezh.
Trec'het eo bet listennad maer kozh Brest François Cuillandre. E penn an ti-kêr e oa a-houde 2001, hag an ti-kêr oa meret get an tu kleiz adal 1989. Get skipailhad Stéphane Roudaut eo aet ar maout, get 57,4% ag ar mouezhioù. E Sant-Brieg eo tremenet an ti-kêr a-zehoù en-dro, àr lec'h 6 vlez a-gleiz. Eil e oa erruet listennad Victor Bonnot en dro gentañ, met trec'h àr listennad ar maer-bet Hervé Guilhard en eil tro, get 58% ag ar mouezhioù. Kumunioù arall a zo aloubet get an tu-dehoù-pellañ: Lamballe-Armor, Plérin (22), Arradon, An Alre, An Henbont (56), Klohar, Molan (29), Orvez, La Chapelle-Sur-Erdre, Thouaré-Sur-Loire (44), Bruz (35)...
Ur "c'helc'hiad-glas" a zo o kreskiñ àr-dro d'An Naoned ivez, en desped da drec'h skipailhad ar maerez Johanna Rolland.
Memestra, kumunioù 'zo a zo tuet a gleiz bremañ èl Ploubezre, Pordic, Landivizio, Gwidel, Gevezé, Plomelin....
Trec'h ar sokialour Régis Kerdelhué dirag ar maer-kreiz ne oa ket gortozet e Gwidel (56). E Couëron (44) eo dilennet ar maer a-zehoù yaouank, get 2 vouezh ouzhpenn hepken. E Langoned e oa bet dilennet ur listennad nevez, dirak ar listennad get tud a oa er skipailh ti-kêr kozh, àr lec'h ur prantad kaballiñ drol: 516 mouezh evit "Langonnet, votre avenir votre choix" enep da listennad "Vivre ensemble, agir ensemble" 484 mouezh. Daoust hag e kendalc'hay ar listennad nevez get ur politikerezh a-gleiz hag ekologel ?
N'eus maer pe maerez RN ebet e Breizh. Met kresket eo an niver a guzulierien/guzulierezed en tier-kêr memestra: Kemper, An Oriant, Gwened, Sant-Nazer, Donges, Guichen, Sant-Mahloù, Dinan, Lannuon... Enno e vez kavet unan pe zaou anezho.
Da ziwall a zo memestra: ur bochad kumunioù e Breizh a zo "hep etiketenn", dreist-holl er barrezioù bihan. Moien 'zo bezañ dilennet hep etiketenn hag heuliiñ ur politikerezh tu dehoù-pellañ.
Muioc'h en abadenn:
15 klemm a zo bet douget get ar gazetenn Le Poher a-houde 2024, da-heul harellerezh a-berzh an tu-dehoù pellañ. Muioc'h get penn-redaktour ar gazetenn Erwan Chartier.
Krouiñ dañsoù, dilhad ha korollerezh nevez diazeet àr an hengoun get Manon Le Querler ha Youena Baron, ag ar Gengevread Kenleur.
Reko Clem: Vicky Veryno, Off my brain



