BOA logo

D'ur meurvor d'an arall: fest-deiz etre-kulturioù b'An Oriant

SOFA - Gant Radio BOA

59 mn 42 sec 20 Meurzh 2026

Er rann-mañ
e komzer :

nevezadennoù sokial e Breizh
Treuzkemm ekologel ha bevliesseurted
yezhoù Breizh
Abadennoù sevenadurel

Ce podcast a été intégralement enregistré en langue bretonne. Pour lire le texte en français, rendez-vous en bas de la page et sélectionnez "FR".

Dañsoù a Kanaki, Breizh ha Tahiti

P'en em gav tud mennet get an dañsoù, e c'hell tarzhiñ an elienenn. Kroget eo ur labour atalieroù dañs etre ar c'hulturioù b'An Oriant, douget get kreizenn sokial Escale Brizeux ha kevredigezhioù ar c'harter.

Labourat a reont get ar gevredigezh dañsoù tahisian Nahei Tahiti Nui hag ar gevredigezh Sklaer Breizh, a Blañvour. Ag ur meurvor d'an arall a zo an darvoud a vez prientet gete: evit ma zañsay an dud asambl d'an 2 a vie Mae, er sal Karnot.

"Fiskal, ur meskaj brav! Tout an dud a zo mennet ha dedennet get ar raktres-mañ, aze 'oa "ya" diouzhtu"

eme Christelle Gillon ag ar gevredigezh Sklaer Breizh, ar gevredigezh a labour àr diorren ha treuskas ar brezhoneg e Plañvour. Ur bleustradeg a oa get un 40 a dud e Skol publik ar Ger-Nevez b'An Oriant disadorn 14 a viz Meurzh. Kanet o doa kan ha diskan àr dañsoù kas-a-barh ha laridé 6 temps, e mesk dañsoù arall. Dañset o doa dañsoù ag enezenn Lifou e Kanaki, ha dañsoù a Tahiti ivez.

Anatole Hoyet a zo animatour evit ar kreizenn dudi Escale Brizeux. Diskouezet en doa an dañsoù hengounel a Vreizh. Kaset eo an darvoud getoñ ha get an animaterez Chloé Beuzet, o labourat er greizenn Escale Brizeux ivez. "An tchap a zo un dañs a kanaki a vez dañset àr 8 paz, evel ar gavotenn" eme Anatole. Dañset e vo asambl dañsoù a Tahiti hentet get Cécile Philiponet ha maouezed ar gevredigezh Nahei Tahiti Nui, dañsoù kanak hentet get Chloé Beuzet ha dañsoù a Vreizh getoñ ha Sklaer Breizh àr ar memes tonioù.

Emgav d'an 2 a viz Mae d'anderv evit ober anaoudegezh get tud ha sevenadurioù ar c'harter, er sal Karnot b'An Oriant.

211 milliard evit an embregerezhioù... Ha piv eo ar re "assistet"?

Evit Uisant Crequer eo ivez un afer a ideologiezh, lezel ar c'hevredigezhioù da vonet d'ar strad. Hennezh a gomz e brezhoneg evit ar c'h/CRESS e Breizh. Displeg a ra penaos e vez krouet get sekteur an ESS muioc'h a bostoù-labour, a-genfeur get an embregerezhioù "klasik".

Ouzhpennañ a ra e vez gwir kefridioù servij publik get ar c'hevredigezhioù, o deus ur bochad doserioù da leuniiñ evit displeg pep tra a vez graet gete, pa vez roet an argant hep soursial d'ar embregerezhioù, a ro un tamm d'an aksionerien ivez.

En abadenn-mañ e vo adkavet ivez Renan Kerbiket, o komz ag ar c'houlennaoueg prientet get Rouedad ar brezhoneg, da gizidikaat ha da vodiñ respontoù ar listennadoù àr ar renk evit an dilennadegoù ti-kêr.

Reko Clem: Laura Perrudin, Tempus

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2026 Radio BOA