Ce podcast a été intégralement enregistré en langue bretonne. Pour lire le texte en français, rendez-vous en bas de la page et sélectionnez "FR".
Daniel Jekel, spered ar yezh a zo anv ur podkast nevez embannet get Sevenadurioù. Meur a abadenn a zo, evit bout soubet e bed ar bleadoù 80 e Breizh Izel e kompagnunezh an dud hag e animatour Daniel Jekel.
Un taol kaer a zo bet graet get Sevenadurioù, àr dielloù abadenn RBI er mare-se, "Beilhadeg e Breizh Izel". Ar gazetennerez Anna Quéré an hini eo krouerez ar podkast. Gopradez Sevenadurioù eo, hag e penn ar raktres. Fiziet he deus ar labour seveniñ da Tudi Crequer, ar c'hazetenner a zo arbenniget àr an dielloù e brezhoneg. 4 rann disheñwel a c'heller selaou amañ, e brezhoneg pe/hag e galleg.
Ur c'henlabour eo ivez get an INA Loire-Bretagne hag ar CRBC.
RTG a zo evit Radio Treger Goelo. Ur seurt skourr ag ar radio kevredigezhel eo, da roiñ da glevout mouezh RKB, ha da vout tostoc'h doc'h tud broioù Treger ha Goelo. Ar studio a zo lec'hiet e Gwengamp, ha lañset e oa bet RTG e miz Even 2025 ez-ofisiel. Tomaz Laken an hini eo ar c'hazetenner karget a-ziorren Radio Treger Goelo.
"Ur mod d'em astenn eo, ha da reiñ ar brezhoneg da vezañ klevet pelloc'h ivez" emezañ.
Peoc'h b'al loch a zo anv an abadenn tost-bemdezhiek nevez kaset get Tomaz, skignet àr radio BOA ivez. Spoum tchak, Le cri du Papegault a zo kement a abadennoù nevez da glevout àr gwagennoù RTG, e seurt "diskrogoù" graet evit he zachenn.
Chañs vat da Radio Treger Goelo !
Adkavit ivez Lizher kelaouiñ Splann! àr an darvoudoù c'hoarvezet e miz genver e bed an agro-industriezh e kompagnunezh Caroline Trouillet, kazetennerez ha kenurzhierez ar media enklask. Moien 'zo selaou doc'h ar rubrikenn en he-unan ivez, dre amañ.
Reko Clem: Le SuperHomard, Supermarket



