Kaset e oa bet ur lizher a-berzh ministrerezh ar justis d'an 23 a viz C'hwevrer 2025, da brokulorien ha prokulorezed 2 barket : hini Pau hag hini Roazhon, a ren lezoù-barn Breizh melestradurel. Setu ar pezh a larehe ar lizher, un doéré roet get Ici bzh izel : « ne faota ket ken monet àr kein an dud a lak un dildenn d’an anvioù e marilh ar boblañs ».
Koñsekañsoù a zo bet primm.
Iannis Alvarez, a zo breutaer familhoù zo aet d’ar lez-varn àr an afer, en deus kadarnaet e oa bet dilezet an traoù a-berzh prokulor Roazhon, resevet an doéré gete d’ar 1tañ a viz Meurzh.
«Un disamm eo evit ar familhoù, ha sur a wal eo ar stourm lec’hel eo n’eus lakaet anezo da fichal. Soñjal a ran e Charlie Grall aet da anaon an deizioù mañ, ha da labour Skoazell Vreizh» lâra an alvokad. Ouzhpenniñ a ra ivez penaos eo « interesant ar paz ketañ da anavout n’eo ket an idantelezhioù rannvroel danvez arvarus da Republik bro Frañs. N’eo ket ur gadarnadenn ag o ferzh, met rediet int bet d’ober daou soñj ag o zivizoù. »
Tangi Louarn, en deus heuliet an afer, arbennikaet eo àr aferioù ar gwir evit ar minorelezhioù, komz a ra en abadenn (tro 45' er podkast-mañ).
E-koun an 8 a viz Meurzh, devezh etrevroadel gwirioù ar maouezed, e oa bet ur gaozeadenn d'ar Meurzh 3/03 e mediaoueg Kemperlé evit digoradur ar festival dalc'het er memes prantad. Enno e oa skipailhad Radio BOA ivez, e kompagnunezh teir vaouez o doa skrivet en dastumadeg benelour embannet e ti Goater Kezeg an heol: Fanny Chauffin, Ludsine Briand hag Enora De Parscau. Muioc'h a zo da glevout e hanter-euriad kentañ ar podkast-mañ.
Er podkast-mañ e adkavehet ivez Perig Pustoc'h, goprad ar gevredigezh Breizh vev o kontiñ e labour en taouaregi hag er lanneier.
Reko Clem: Jeanne Lemoine ha Cyril Couchoux, Souvenir de la kermesse



