Ur sapre ostilh a zo deuet 'maez. Embannet e oa bet kleweled.bzh e fin miz Genver, e sez ar Rannvro e Roazhon. Radiooù e brezhoneg; FR3; Brezhoweb; Heklev Podkast ha muioc'h.... Miliadoù a euriadoù a zo da selaou pe da welout, ha bouetaet eo ar lec'hienn a vuzul ma vez embannet an abadennoù àr ar bemdeiz. Disoc'h ur labour kaset get Ofis Publik Ar Brezhoneg an hani eo, o heuliiñ ar stuñv da adperc'henniñ yezhoù ar vro (gallaoueg ha brezhoneg) votet e 2023. "Un ostilh a vanke evit ar vrezhonegerien, pe zoken ar re all... [eo]" eme rener an OPAB Fulup Jakez. Un tammig dindan 100 000 euro e goust hollek. Daou c'hoprad.ez a zo o labourat àr ar lec'hienn, Sarah Gibet (karget ag an danvez) ha Benjamin Dufeu (diorroer hag atebeg war ar stlenneg). Traoù a chom c'hoazh da veriñ mat get skignerien an teleoù war ar gwirioù, a vo renket a vuzul ganto.
Hervezh Samuel Julien rener ar studio advouezhiiñ Dizale, an difi bras a vo bremañ ober gant ar bed o cheñch primm, ha boazioù ar c'hrennardezed ha krennarded, a zo tost mat doc'h o skramm met get emzalc'hioù disheñwel azoc'h ar re goshoc'h...
Un taol kaer a zo bet graet get Sevenadurioù, àr dielloù abadenn Daniel Jekel "Beilhadeg e Breizh Izel". Anna Quéré, gopradez Sevenadurioù hag e penn ar raktres he deus fiziet ar labour seveniñ da dTudi Crequer. Ur c'henlabour eo ivez get an INA Loire-Bretagne hag ar CRBC.
4 rann a c'heller selaou amañ, e brezhoneg pe/hag e galleg. Muioc'h a vo da glevout àr ar labour krouiñ emberr en abadenn SOFA.
Adkavit ivez Lizher kelaouiñ Splann! àr an darvoudoù c'hoarvezet e miz genver e bed an agro-industriezh.
Reko Clem: Diskar, Tour



