Ce podcast a été intégralement enregistré en langue bretonne. Pour lire le texte en français, rendez-vous en bas de la page et sélectionnez "FR".
Setu 3vet lodenn ar serienn-mañ gouestlet da ganennoù tud ar mor, e kompagnunezh ar ganerez Brigitte Kloareg. Kanennoù 'zo chomet dianav, treukaset er familhoù hepken. Lod anezhe a veze kanet er filajoù, met pas e pep korn ar vro dre ret. André Fauglas a gan Ni beuz ur vag, un ton dianav a-wal, met brudetoc'h a-drugarez dezhañ en doa kredet er ganal dirag an dud. Ni beus ur vag a zo bet implijet ivez en un arvest àr labour ar Pennoù-sardin hag ar pesketaerien.
Setu nevez-ganet ar porched da gavout lod brasañ ag ar programmoù kleweled e brezhoneg. Dispaket e oa bet e sez Rannvro Breizh d'ar Gwener 23 a viz Genver ha pedet lod ag aktourien ar mediaoù, hag hentennoù stummiñ. Douget eo bet ar raktres get Ofis Publik ar Brezhoneg.
Seriennoù pe filmoù skignet get an teleoù, abadennoù radio a bep seurt, podkastoù arall... Ar porched a ro da wellout ha klevout peadra a vez embannet get ar mediaoù brezhoneger. Muioc'h get Sarah Gibet ha Benjamin Dufeu an 2 c'hoprad o deus savet ar porched, ha Fulup Jakez rener Ofis Publik ar Brezhoneg.
Get ar gevredigezh Breizh Vev e vez graet àr-dro mirvaoù natur rannvroel èl ar re a gaver e Menez Are: Lanneier ha taouaregi Kragoù ha Vergam. Perig Pustoc'h a zo goprad evit Breizh Vev, kontiñ a ra penaos e labour evit derc'hel ur c'hempouez d'ar struj enno.
Reko Clem: Gina_You are



