Get an troc'h àr ar yezh ha diskar ar brezhoneg hag ar gallaoueg eo bet troc'het ivez ar liamm get ar c'han hengounel, a oa perzh mat a buhez bemdeiz an dud n'eus ket ken pell 'zo. Er gêr, met er labour ivez. Ar c'hanennoù a luske ar labour a oa da gas a-stroll, da skouer àr ar bagoù... Kement ag evit labourioù arall e veze kanet pasabl gwezh arall, hrewez ar ganerez Brigitte Kloareg, arbenniget àr ar glad tud ar mor. Ar c'hanennoù-se a veze kanet get Stan Hugill, lesanvet ivez "Ar shantyman diwezhañ" (The last working Shantyman).
Romain Sponnagel a zo rener ar label, displeg a ra get ur skouer àr ar prim petra eo pazioù tamm ha tamm ur raktres produet gete. Enrolliñ en ur studio, featurings, rushaj ha derushaj an enrolladennoù, miksiñ, ar labour skeudennoù ha grafism ar bladenn, daremprediñ get ar gazetennerion ha kazetennerezed... Da selaou e eil hanter-euriad an abadenn.
Kaset e vo get Manon Albert, evit laburat àr teknik ar vuez, get kanennoù a vro Gwened, e Molan a benn Disadorn. Mirit ho plas: lagadenn@orange.fr pe 06 77 84 17 08. Muioc'h a zisplegadennoù get Marido.
Reko Clem: Stërnn, Everything good is now far gone



