Ce podcast a été intégralement enregistré en langue bretonne. Pour lire le texte en français, rendez-vous en bas de la page et sélectionnez "FR".
"Tud ar mor, ha n'eo ket chants de marins" eme ar ganerez Brigitte Kloareg. Evit monet pelloc'h evit bed tadellour ar gwazed àr vor... Ha pelloc'h evit an tonioù disprizius àr ar maouezed.
Evit Brigitte, sevenadur kanennoù ar mor a zo ur bed pitaod, ordin ha dreist-ordinal àr an dro... Dreist-holl, evit kontiñ ar vuhez. Ar vuhez bamdeiz, ar vuhez àr vor, àr ar maezioù, evit kontiñ darvoudoù a bep seurt. Pell doc'h ar c'hlicheoù ivez. Setu ketañ lodenn un eskemm a vo skignet àr teir abadenn.
Gerioù fur Caroline Trouillet, kazetennerez ha kenurzhierez Splann!. Hrewez o breutaerez eo lies bras e vez douget klemm pe taget mediaoù a dizh un niver a dud brasoc'h. Caroline a lâr ivez pegen brav eo bet d'ar skipailhad da vout harpet ha sikouret get ur bochad tud brokus: 150 000 euro a bet rastellet e fin ar blez 2025 !
Trawalac'h get ar breizwashing. Èl e oa bet graet e 2021 eo bet embannet ur c'houlennaoueg da gas d'ar listennadoù. Sel vuioc’h e vo kemeret ar brezhoneg e kont en ur feson fetis, er program, seul uheloc’h an notenn. Setu ar pezh a lâr al lec'hienn rouedad.bzh:
5 ael a zo, da briziiñ ar skipailhadoù àr ar renk evit an dilennadegoù ti-ker :
Ar moianoù/an araezioù gouestlet d’ur politikerezh yezh lec’hel evit ar brezhoneg
Treuzkas e brezhoneg
Ober e brezhoneg
Gwelusted ar brezhoneg
Ur politikerezh lec’hel evit kizidikaat, anavezout ha skignañ ar brezhoneg
Hag evit pep tem, 4 c’houlenn, eme Renan Kerbiquet ezel er strollad. A c’hell bout krouidigezh ur post-labour karget a grefridi, anveout unan a vehe karget ag ar brezhoneg er listenn, diorren an degemer er magourioù pe harpiñ ar c’hinnig deskiñ d’an oadourionezed dre prestiñ salioù pe traoù arall. Muioc'h àr ar lec'hienn-mañ: rouedad.bzh
Reko Clem: Célélé & Théo Muller - Drum and Drift



