BOA logo

Balioù folk: ur gumuniezh etre hengoun ha frankiz

SOFA - Gant Radio BOA

59 mn 28 sec 27 Du 2025

Er rann-mañ
e komzer :

nevezadennoù sokial e Breizh
Treuzkemm ekologel ha bevliesseurted
yezhoù Breizh
Abadennoù sevenadurel

"Daoust hag e faot deoc'h kas an dañs, pe me a ra?"

Ur goulenn a zistro pasabl etre an dud, pa vez dañset en un daouad, er balioù folk. Paotred o tañsal daou ha daou, merc'hed o kas an dañs, pazioù dañs n'o deus netra da welet get an hengoun, planchod, klinkladurioù brav ha chug-jiñjembr... Ya, ur c'harikatur eo un tammig, met ur seurt: erruet oc'h en ur bal folk! Adkavit testenioù Gwenn Le Roux, sonerez akordeoñ ha dañserez; Véronique Bonnelie a zo e aozadur ar Balilas; Mael Lhopiteau soner telenn e Nij ha Skeeq hag Inés Sanchez Mesonero, dañserez a vro Saragoza e bro Spagn.

Meurzh 25/11: 151 feminisid betek bremañ, e 2025

Ur seurt sifr a zo rannet get Nous Toutes. Meur a darvoud a zo bet aozet an deizioù-mañ e koun an devezh etrevroadel enep ar feulsterioù graet d'ar maouezed. Distro àr manifestadeg ar Meurzh 25/11 b'An Oriant e fin an deiz, ha tammoù displegadennoù hollekoc'h Liza Jakez Vargas (Radio Naoned) hag he sell pedago àr an afer (skignet en o fezh er gronikenn Mouk).

Kregin dour-dous: ur spesad palapré dibar (teirvet lodenn)

Kregin dour-dous pe kregin-perlez a vez graet anezhe. Evezhiaet e vezont get Perig Pustoc'h, ag ar gevredigezh Breizh Vev.

"Bout 'zo deus ar memes spesad e Kanada pe war kevandiroù all er bed, ar pezh hor lak da soñjal e oa deus ar c'hregin dour-dous da vare ar Pangée dija". Muioc'h a zisplegadennoù àr ur spesad dibar, a vez anezhañ er vro c'hoazh e meur e 25 ster... Evit ar poent.

Reko Clem: Typhaine Corre ha Tangi Le Gall-Carré, Fulor Ruz

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA