BOA logo

Mirva natur Gwiseni: ostilhoù ouzphenn evit mirout ur lec'h dibar

SOFA - Gant Radio BOA

59 mn 45 sec 19 Du 2025

Er rann-mañ
e komzer :

nevezadennoù sokial e Breizh
Treuzkemm ekologel ha bevliesseurted
yezhoù Breizh
Abadennoù sevenadurel

Ce podcast a été intégralement enregistré en langue bretonne. Pour lire le texte en français, rendez-vous en bas de la page et sélectionnez "FR".

Tevennoù, gwernioù, taourc'hegi hag aod vev

Setu aze ur lec'h dibar, hervezh Nicolas Loncle e-karg ag an endro e ti-kêr Gwiseni, er vro Bagan. Tevennoù, paludoù ha traezhennoù Gwiseni a ra an 10vet mirva natur rannvroel nevez a zo lec'hiet etre teir c'humun: Gwiseni, Plougerne ha Kerlouan, astennet etre traezhenn ar Vougo ha porzh Treseni. 600 hektar etre ar mor hag an douar, anavezet dija èl zonenn Natura 2000, a zo bremañ get un anavidigezh ouzhpenn: adal an 19 a viz An Azvent (Kerzu) 2025 e vo e pleustr en ofisiel ar Mirva Natur Rannvroel enno.

Argant ouzhpenn a vo postet get ar Rannvro (60 000 euro bep bloaz), ar pezh a arc'hantaouo ur post labour hag ostilhoù ouzhpenn evit mirout ar lec'h gwelloc'h, ha gellout degemer ar publik, evit kizidikaat an dud da briziusted ur seurt takad, ha da cheñchamant an hin.

Ur labour sevel doserioù n'eus kroget 5 bloaz 'zo, met disoc'h 30 vlez labour asamblez get kevredigezhioù ar vro evit kontiñ ar loened, evezhiiñ krign an aod ha live ar mor...

Mirout an takadoù naturel a vez graet get ar gevredigezh Breizh Vev, he deus labouret ivez àr hini Gwiseni. Perig Pustoc'h a zo goprad Breizh Vev, labourat a ra àr ar Mirva Natur Rannvroel Lanneier ha taouarc'hegi Kragou ha Vergam hag hini Ar Veneg e Mane Are. Hennezh a zispleg hirroc'h àr ar choazioù bet graet da zerc'hel mat ar lanneier, èl veze graet gwechall-gozh get an dud o labourat enno.

Ur prantad rastellaat argant a vez kaset get Breizh Vev, a gas pelloc'h gwarez an natur. Ma faot deoc'h teurel ur sell, amañ emañ.

Foto: ©Erwan Le Cornec, Geos AEL

RBG.2: ur studio nevez e Gwened !

Pllum FM e Redon, Radio U e Kemper ha Montroulez, Radio Treger Goueloù (RTG) evit RKB... Emañ ar studiooù o kreskiñ èl potironed goude ar glav. Sinifi a ra muioc'h a frogrammoù lec'hel, muioc'h a dud o labourat enno, muioc'h a dud a volonte-vat; hag evit lod ur c'hemm d'an DAB+ a zo ivez.

A-houde 2017 emañ RBG em staliiñ e Gwened, met prest e vo da vat ar studio nevez ar sizhun-mañ" eme Gwenn Vorc'h, e-mesk an dud perzh ag ar c'hendi e RBG (seurt komision-burev ar gevredigezh).

4 euriad programmoù nevez bemdeiz, setu ar pal get radio RBG.2 nevez e ker Gwened. Un diskrog lec'hel graet evit tud Gwened. Mod arall e vo klevet peurest ar programmoù boutin, èl e vez skignet dija get studio Pondi. Un diorren a vo ivez en DAB+ a lakay RBG da vout klevet e broioù Ploermel, An Oriant ha Gwened adal miz An Azvent (Kerzu).

Ha pa vez goulennet geti penaos e wel ar c'hontekst politikel hag ekonomikel bresk er mare-mañ, setu ar pezh a vez respontet get Gwenn:

"Er radio ehon a-houde 30 vlez. Ne za ket james an traoù plaen. Ingal a-wal e vez lakaet ar radio en arvar [...] atav e vez kavet diskoulmoù, n'on ket nec'het kement-se. Emañ ret kenderc'hel da stourm".

Moien 'zo roiñ ur blank da RBG memestra, dre aze.

Adkavit ivez Romain Sponnagel, rener Arfolk en abadenn-mañ àr ar c'hrouiñ e brezhoneg.

Reko Clem: Annie Ebrel, Ar c'hi daou droad.

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA