Ce podcast a été intégralement enregistré en langue bretonne. Pour lire le texte en français, rendez-vous en bas de la page et sélectionnez "FR".
Setu embann nevez embannadurioù Goater. Bouetaet eo get ur c’henstroll skrivagnerezed a bep seurt oad, a bep seurt lec’h e Breizh hag a bep seurt obererezh. Ur levr bennelour ha kreñv, o tougiñ mouezhioù maouezed ar vro, ha lod anezo a zo tost pe memes a-barzh ar bed brezhoneger.
Ennañ e c'heller lenn testennoù arbennigerezed, ekologourezed, kazetennerezed, sonerezed, politikerezed, stourmerezed : Morgan Large, Goulwena An Henaff, Mona Bras, Aude Chesnais, Katell Kloareg, Ffran May, Ludsine Briand, Tifenn Siret, Enora De Parscau, GAST, Aziliz Bourges, Galane Alanou…
"50 vloaz 'zo e zeue 'maez Marc'h ar loc'h (Le cheval d'orgueil) skrivet gant Pêr Jakez Helias, ha da-heul Marc'h al leur (Le cheval couché) gant Zavier Grall... Ul levr paotred a gomze deus paotred all" eme Fanny Chauffin. Skrivet he deus 1/6 ag al levr, ha labouret start evit kreizenniñ an testennoù ha roiñ lañs d'ar raktres.
Evit ar wezh kentañ e brezhoneg, e skrivont maouezed ar c'henstroll krouet evit an digarez "ul levr asamblez [...] o komz deus harellerezh seksel, diorren ar gevredigezh vreizhad, ar patriarkiezh, un endro lennegel brezhoneg mestroniet gant paotred (...)"
Tifenn Siret mouezh aotreet an UDB hag Enora De Parscau o deus skrivet testennoù embannet en dastumadeg, o c'hlevet e vo er podkast-mañ ivez.
"Mirva natur palujoù, tevennoù ha traezhennoù Gwiseni" a zo ur lec'h dibar evit Nicolas Loncle. Hennezh a labour en ti-kêr er servij endro. Evitañ eo an takad "unan deus al lec'hioù pinvidikañ a fed plant, liesseurted war un dachenn bihan a-walac'h". Tevennoù, gwernioù, palujoù, aodoù bev... Tro 600 hektar àr-zouar hag àr vor a ro bod d'ur bochad spesadoù plant ha loened. An takad a zo bet anveet Natura 2000 er bleadoù 2000, hag ur pikol labour kontiñ, evezhiiñ ha sevel teuliadoù a zo bet savet gant ar c'hevredigezhioù àr ar lec'h, ha get an ti-kêr.
Kadarnaet ar mirva natur d'ar 16 a viz Gouel-Milel (Here), lakaet e vo e pleustr da vat d'an 19 a viz An Azvent (Kerzu). Meur a cheñchamant a vo, met àr zu ar pezh a ranker ober àr ar lec'h a zo chom mat àr an hentoù bale ha rollañ ar chas -direnkiñ a reont kalz al loened o veviñ enno.
E rekap ar miz-mañ e tizoloer enklask-nevez embannet ar media enklask àr ar skol The Land, stourm kevredigezhioù ha dilennidi Atlantic 'Eau evit bezañ respontoù sklaer gant an ARS 44, hag ur bern neventioù arall er bed agro-industriel e Breizh. Ur gen-rubrikenn get Caroline Trouillet, kazetennerez ha kenurzhierez Splann! Ma faot deoc'h selaou ar rubrikenn en he-fezh, amañ emañ.
Reko Clem: TAzzMANiACS, Dundee



