Aiou. Evit an eil gwezh e vez añseet digreskiñ pasabl ar sammad a argant a vez lakaet en FSER: ar font da harpiñ labour ar radiooù kevredigezhel. War-dro 770 radio kevredigezhel a kaver àr an hexagone, en o mesk ar re a ra ur bochad get ar brezhoneg: Radio Kerne, Radio Bro Gwened, RKB, Radio Naoned, Arvorig FM... Kefridioù a bep seurt a vez heuliet get ar radiooù harpet get an FSER: roiñ ar mikro da dud ar vro, lakaat àr wel ar sevenadur lec'hel, yezhoù ar vro, monet da welet ar re gozh pe ar re yaouank e atalieroù EMI (deskadurezh d'ar mediaoù)... Kefridioù lakaet en arvar ma n'eus ket a argant publik ken evit paeiñ an dud gopret.
Melaine Looten a zo ken-rener Radio Kerne ha Radio Naoned, displeg a ra hirroc'h àr an afer.
Un den, ur vot; gounidoù adlakaet en aozadur; kefridioù talvoudus evit an dud, an endro, ar vuhez sokial... Kreñv eo aozadurioù an ESS. Uisant Crequer a zo prezidant ar gevellouri distro, displeg a ra ivez hirroc'h àr aozadurioù ar C'hress e Breizh (Cress Bretagne).
Setu doéré "Nedeleg bro Redon" evit kloziñ an abadenn. Erwan Burban a zo a-volonte vat evit ar gouel. Kontet en deus an traoù dibar gwelet gantañ, en o mesk TVilaine o kas un abadenn tele er gwez...
Reko Clem: Medline, How I Say Goodbye



