BOA logo

Ospitalioù Breizh: mouget get redadeg an helvusted

SOFA - Gant Radio BOA

59 mn 32 sec 15 Here 2025

Er rann-mañ
e komzer :

nevezadennoù sokial e Breizh
Treuzkemm ekologel ha bevliesseurted
yezhoù Breizh
Abadennoù sevenadurel

Ce podcast a été intégralement enregistré en langue bretonne. Pour lire le texte en français, rendez-vous en bas de la page et sélectionnez "FR".

Enklask nevez Splann! àr stad an traoù e ospitalioù ar vro

Tier gwilioudiñ ha trumadoù lec'hel o serriñ, diaesamantoù an dud o labourat enno, savadurioù kozh-noe... hag ur genstrivadeg (kollet) get ar c'hlinikoù prevez evit bout an arbennigerien. Peder lodenn a zo en enklask kaset get Caroline Trouillet, Isabelle Jarjaille ha Raphael Da Silva evit e gartennoù.

Ar sizhun-mañ e lak Caroline Trouillet ar gaoz àr ar sistem arc'hantaouiñ war an oberatadenn: an T2A. Lakaet e oa bet e plas e 2004 en ur framm "renevesaat" ar servij publik. Prizioù disheñwel a vez paeet d'an ospitalioù publik ha d'ar c'hlinikoù prevez hervez an oberatadennoù. Ar pezh a zo n'int ket o daou o c'hoari get ar memes kartennoù: kefridi an ospitalioù publik a zo da bareañ toud an dud, ha da vezañ digor noz ha deiz. Ar pezh a zo eo marc'hadmatoc'h ar pezh a vez anvet "chirurgie ambulatoire", pa ne chom ket an dud da gousket en ospital. Get ar c'hlinikoù e vez choazet da labourat muioc'h en ambulatoire, pa erru an dud da vitin hag e yelont d'ar gêr en-dro da noz. Muioc'h a zo da glevout en abadenn-mañ, pe da wellout get enklask Splann! amañ.

Mémé K7, ur bladenn nevez get Kreiz Breizh Akademi

Setu-hi arriuet! Krouidigezh an 10 sonourez ha sonour e dibenn o stummadur àr ar sonerezhioù modal get KBA. Hentet get o skiantoù-prenet liesseurt hag o rener arzhel, e tispakont ur bladenn azasaet diàr dastumadennoù maouezed ar vro a gane tonioù hengounel. Un drugar. Muioc'h en atersadenn get Iwan Audran an taboulinour e fin an abadenn.

Reko Clem: Mémé K7, Me monnet un deiz d'ar c'hoad

Ha da glevout ivez en abadenn: Rekap Splann! Selaouapl eo en he unan aze, hag ivez e galleg amañ.

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA