Ce podcast a été intégralement enregistré en langue bretonne. Pour lire le texte en français, rendez-vous en bas de la page et sélectionnez "FR".
« Echu eo ar prantad sederoc’h hon eus bevet an degadoù a vleadoù paset ».
Setu ar pezh a vez soñjet get aktourien.ezed ar c'hevredigezhioù. Cheñchet eo ar bed, get ar c'hemmoù sokial, politikel hag ekonomikel en Europa, hag e Breizh ivez.
Ar re bitaodañ a vez pitaodoc'h c'hoazh, pa gresk an niver a dud àr takad republik bro Frañs a zo e-dan bevenn ar paourentez (tro 10 million e 2023 hervezh an Insee). War an dro eh eus un dle bublik a 114% ag ar PIB da baeiñ, ha n'eus ministrerezh ebet estroc'h evit hani an arme a zo "imunizet" enep ar strizhder ekonomikel/politikel.
En ur seurt endro luzhiet eo mouget ar c'hevredigezhioù. Evito eo arvarus chom hep kreskiñ pe memes digreskiñ o yalc'hadoù da-geñver kresk ar prizioù. N'eus ket moien ken gwelout penaos e vo stad an traoù ar bloavezhioù da zont, hag un tamm mat anezho a c'hellay monet da zistruj. Un devezh stourm a zo raktreset d'ar Sadorn 11/10 e Breizh hag e Frañs a-bezh, a gemeray stummoù disheñwel hervezh choaz ar c'hevredigezhioù a responto d'ar galv an deiz-se.
Evit Morgane Brillault, a zo e kuzul-meriñ ar FAS-Bretagne, Kengevread Aktourien ar C'hengred, "sikour get ur boblañs bresk a gresk hep muioc'h a sikourioù, n'eo ket posubl" (komzoù lâret get ur gamaladez dezhi a gomz brezhoneg er podkast-mañ). Ouzhpenn, "ar skipailhadoù a dud gopred a cheñch kalz, ker diaes eo ar c'hondisionoù-labour, izel ar gopr hag izel anaoudegezh-vat o micherioù". Hervezh un enklask graet get aozadurioù ezel ar FAS eh eus dija 1/4 anezho o tarzhiñ.
Penaos e vo an traoù ma varv ar c'hevredigezhioù an eil àr lec'h egile?
Hervezh Sébastien Toinen a Greizenn ar son e Kawan, ezel er MAB- ar Luskad Kevredigezhel e Breizh n'eus lañset an devezh stourm, "interesus e vehe gwelout penaos e vehe ma vez kevredigezh ebet e-pad 1 sizhun".
Dre-se, pep kevredigezh a responto d'ar galv a choaz ar feson da stourm a vo mat dezhi. Memestra, ar scotch eo a zo bet kinniget èl arouez. Rak get ar c'hevredigezhioù e vez graet ur bern traoù, "met aze n'eo ket deus scotch hon eus ezhomm met a respontoù hag obererezhioù kreñv".
Evit Uisant Crequer eo ivez un afer a ideologiezh, lezel ar c'hevredigezhioù da vonet d'ar strad. Hennezh a gomz e brezhoneg evit ar c'h/CRESS e Breizh. Displeg a ra penaos e vez krouet get sekteur an ESS muioc'h a bostoù-labour, a-genfeur get an embregerezhioù "klasik".
Ouzhpennañ a ra e vez gwir kefridioù servij publik get ar c'hevredigezhioù, o deus ur bochad doserioù da leuniiñ evit displeg pep tra a vez graet gete, pa vez roet an argant hep soursial d'ar embregerezhioù, a ro un tamm d'an aksionerien ivez.
Hag evit rubrikennoù arall an abadenn:
Ar sizhun-mañ e wellomp petra eo plas arzourien.ezed ar label Arfolk (Denez, Annie Ebrel, Fleuves...) àr ar savennoù sonerezh mainstream, hag ar rol hollc'halloudus a vez get an 3 major Universal Music, Sony Music ha Warner Music en ur bed digoret-bras. Un atersadenn e kompagnunezh Romain Sponnagel, rener ar label.
Ha neoazh e oa bet anveet an arzour ha den politikel kabil èl prezidant enor ar Festival. Kehentet eo bet get ar Gouel dre un embann àr e lec'hienn ne vo ket gwelet Ferhat Mehenni a benn tolfin. Un nulladenn a zeu 2 zevezh goude embann ur pennad àr lec'hienn Ya! a zispake soñjoù kreñv an den enep ar Palestin, hag e liammoù get tudennoù an tu-dehoù pellañ. Skrivagner ar pennad en deus respontet da d/Tomaz Laquaine, a Radio Kreiz Breizh.