Ce podcast a été intégralement enregistré en langue bretonne. Pour lire le texte en français, rendez-vous en bas de la page et sélectionnez "FR".
Enklaskerion.ezed 'zo er vro a labour evit luskiñ an IA yezhoniel d'ar brezhoneg. Da gomprenn petra 'vez lâret, evit ma vo gouest da dreiñ goude, pe da lenn ar pezh a vez skrivet, ha memes e rannyezhoù ar vro. Barrek. War an-dro, ne faot ket koll àr an dachenn-se.
Mélanie Jouitteau, enklaskerez er CNRS a zisklêrie ouzh mikro Laetitia Fitamant (Radio Kerne):
"Dañjerus meurbet e vehe chom 'maez deus ar binviji-se. Ma ne ya ket ar brezhoneg ganto ne wellan ket penaos e c'hellimp en em dennañ." Hag o ouzhpennañ "ur chañs bras e c'hell bezañ ivez".
Ha neuze, kroget ha kroget mat eo ar labour.
Gweltaz Duval-Guennoc a zo krouer an arload Anaouder. Displeg a ra penaos e vez graet ar labour-merien da vouetiñ an anaouder-mouezh emgefre. Ur labour ouzhpenn 4 bloaz, en deus er lakaet da c'hounid ar priz "Brezhoneger ar bloaz" er Prizioù 2025. Un atersadenn graet e miz Meurzh 2025 get Laetitia Fitamant (Radio Kerne).
Labourat àr an IA e brezhoneg a c'hellehe komprenn, treiñ, komz e brezhoneg brav a sinifi labourat àr ar stummoù brezhoneg a vez: ar rannyezhoù en o mesk. Michel Mermet hag e gomper Loig Cheveau a labour da vouetiñ an IA get gwenedeg. Aterset e oant bet get Maxime Crahé (Radio Bro Gwened).
Lec'hiennoù evit sikour da labourat àr an IA e brezhoneg:
Porched an teknologiezhioù nevez evit ar brezhoneg, get an OPAB. Lec'hiennoù o kregiñ, n'int ket klok c'hoazh met traoù a zo brav dija.
Arbres, ar lec'hienn yezhadur meneget get Mélanie Jouitteau
Anaouder, an arload krouet get Gweltaz Duval-Guennoc
N'eo ket klok ar listennad !
Kregin dour-dous pe kregin-perlez a vez graet anezhe. Evezhiaet e vezont get Perig Pustoc'h, ag ar gevredigezh Breizh Vev.
"Bout 'zo deus ar memes spesad e Kanada pe war kevandiroù all er bed, ar pezh hor lak da soñjal e oa deus ar c'hregin dour-dous da vare ar Pangée dija". Muioc'h a zisplegadennoù àr ur spesad dibar, a vez anezhañ er vro c'hoazh... Evit ar poent.
Dañset e vo d'ar Sadorn 25/10 ! Ha memes, ur c'hoñkour dañs gavotenn ag ar vro a zo aozet, a gasay ar re trec'h betek Gourin ar blez de zonet. Muioc'h àr an darvoud hag ar fest-noz e kompagnunezh Laetitia Garcia, a zo er strollad dañs Korollerien Laeta, a aoz an devezh.
Reko Clem: Calico Drive, Hills of Mexico
Poltred: ur grogenn-perlez en he endro, Breizh Vev