Ce podcast a été intégralement enregistré en langue bretonne. Pour lire le texte en français, rendez-vous en bas de la page et sélectionnez "FR".
... Setu soñjoù kleweled diazezet àr ar sevenadur breizhek pe skosek. Deuet eo merour ha produour an embregerezh Arzh hag Arzhez son ha film evit dispakiñ an 2 raktres a zo àr ar stern. Samuel Julien a zo anavezet kentoc'h evit bout rener ar studio advouezhiañ Dizale, pe evit kemer perzh e Gwengolo Filmoù get Mikael Baudu. Echu get Gwengolo Filmoù, ha setu-hennezh o prepariñ abadennoù kleweled nevez, get Yann Herle Gourves ar rener arzhel.
Blaz ar vro a zo ur serienn 6 rann, troet e bro Skos evit dizoleiñ ar vro dre sell an dud e Breizh o anav ar memes stumm stourmoù àr ar yezhoù, ar sevenadurioù... Da welet àr skinwelloù ar vro e penn kommañs 2026.
Distreiñ a ra Uisant Crequer, mouezh-aotreet CRESS Breizh e brezhoneg àr oberezh Le Relais d'ar 15/07/2025. Strewet e oa bet tonennoù a zilhad dirak embregerezhioù Decathlon ha Kiabi. Faot a rae d'ar gevredigezh ad-implij an dilhad lâr groñs e kresk ar c'hargoù, ha ne oa ket moien kenderc'hel da labourat ur seurt. Muioc'h àr an afer get Uisant Crequer.
10 krouedur o deus bevet o sizhuniadoù ketañ e Skolaj Diwan Beuzid ar C'hoadoù, e hanternoz Roazhon. Un distro-skol stank ha dibar eo evit ar vugale hag ar skipailhad pedagogel, hervezh ar renerez Emmanuelle Siohan.
Reko Clem: Dentdelion; What you are