BOA logo

Adskignadennoù an hañv - Histoire de la Bretagne: ur lec'hienn referañs nevez evit anav hon istor

SOFA - Gant Radio BOA

30 mn 1 sec 20 Eost 2025

Er rann-mañ
e komzer :

nevezadennoù sokial e Breizh
Treuzkemm ekologel ha bevliesseurted
yezhoù Breizh
Abadennoù sevenadurel

An hañv-mañ e kinnigomp deoc'h selaou en-dro ouzh prantadoù gwellañ SOFA. En tamm-mañ, setu un hanter-euriad get Rozenn Milin, krouerez ar lec'hienn internet Histoire de la Bretagne.bzh. Aterset e oa bet e miz Even 2025.

Piv a anav mat istor ar vro mañ?

Hini an dreuzadenn vras beteg an Arvorig? Mareoù an duked hag ar roueed? Ar drevadennouriezh?

Ur lec'hienn internet a zo o paouez bout embannet, a ro sklaer da welet mareoù bras Breizh ha pobl ar vreton.ezed. Ur seurt danvez, a zo bet dilezet get program boutin ar skolioù, skolajoù ha liseoù gall. Ar pal a zo komz da lod vrasañ ag an dud, n'eo ket ur lec'hienn evit an arbennigourien.ezed. Anvet eo Istor - Histoire de la Bretagne. Rozenn Milin krouerez ar raktres a zo deuet e studio Radio BOA da gontiñ an avañtur (e poltred ar podkast-mañ).

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA