An hañv-mañ e kinnigomp deoc'h selaou en-dro ouzh prantadoù gwellañ SOFA. En tamm-mañ, setu un atersadenn get Morgane Bramoullé, a zo krouerez ar podkast Queeromp (ha renerez Radio Kerne ivez). Aterset e oa bet e miz Even 2025.
8 rann a zo bet embannet, a lak ar sell e lec'hioù talvoudus. Bezañ perzh ag ar gumuniezh queer ha komz brezhoneg, en em ziskuilhiñ (ober he/e goming-out), stourm pe c'hoazh beviñ ar frommoù en ho unan pe a-stroll... Setu ur podkast a ray vat d'ar gumuniezh vrezhonegerez ivez. Selaouit doc'h testenioù Valentin, Metig, Eno, Rosalie, Loic, Liza, Myriam ha Yann get stur ha seveniñ tuet brav Morgane Bramoullé, a Radio Kerne (foto ar podkast-mañ).
Da reiñ da selaou da bep divskouarn (get un tokarn, evit ar jingelioù a feson).
Adkavit ivez Dewi Kerbrat ag ar gevredigezh As Queer As Folk aterset get Julia Mouazan (RBG) o komz ag an atelieroù dañs dijener. Muioc'h er podkast a-bezh amañ e Tavarn Kreiz Mitin.