BOA logo

Asdkignadennoù an hañv - Prosez ketañ #MeTooWarVor e Brest

SOFA - Gant Radio BOA

29 mn 56 sec 23 Gouere 2025

Er rann-mañ
e komzer :

nevezadennoù sokial e Breizh
Treuzkemm ekologel ha bevliesseurted
yezhoù Breizh
Abadennoù sevenadurel

An hañv-mañ e kinnigomp deoc'h selaou en-dro ouzh prantadoù gwellañ SOFA. En tamm-mañ, setu un hanter-euriad get Metig Jakez-Vargas, e komite souten an Teir Martolodez bet taget. Aterset e oa bet e miz C'hwevrer 2025.

#MeTooBigiKenwerzh pe MeToo Marine Marchande.

Kaset e oa bet an embregerezh bageal Genavir dirag ar lez-varn e Brest d'an 22 ha 23 a viz Ebrel.  

2 zen a zo tamalet dehe emzalc’hioù harellerezh spered, harellerezh seksel ha tagadennoù seksel: ur c’homandant kozh hag ur penn-mekanisian. O emzalc’hioù dagus a vehe bet etre 2015 ha 2019 àr daou vag Genavir. Skarzhet oant bet ag an embregerezh e 2021. E-tal an daou zen-se eh eus ivez rener-kozh Genavir, hag an embregerezh, ar pezh a zo dreist-ordinal hervez Metig a zo ezel ar c'homite souten Teir Martolodez, ur strollad bet krouet evit souten get ar gouzañverien. Ur c'hagnotte a zo bet lañset amañ.

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA