BOA logo

Histoire de la Bretagne: ur lec'hienn referañs nevez evit anav hon istor

SOFA - Gant Radio BOA

59 mn 34 sec 18 juin 2025

Er rann-mañ
e komzer :

nevezadennoù sokial e Breizh
Treuzkemm ekologel ha bevliesseurted
yezhoù Breizh
Abadennoù sevenadurel

Piv a anav mat istor ar vro mañ?

Hini an dreuzadenn vras beteg an Arvorig? Mareoù an duked hag ar roueed? Ar drevadennouriezh?

Ur lec'hienn internet a zo o paouez bout embannet, a ro sklaer da welet mareoù bras Breizh ha pobl ar vreton.ezed. Ur seurt danvez, a zo bet dilezet get program boutin ar skolioù, skolajoù ha liseoù gall. Ar pal a zo komz da lod vrasañ ag an dud, n'eo ket ur lec'hienn evit an arbennigourien.ezed. Anvet eo Istor - Histoire de la Bretagne. Rozenn Milin krouerez ar raktres a zo deuet e studio Radio BOA da gontiñ an avañtur (e poltred ar podkast-mañ).

Nullet klemm Philippe Bizien enep Splann!

Neventioù Splann! a zo mat, evit pezh a denn doc'h yec'hed ar gevredigezh. Nullet eo bet klemm Philippe Bizien enep ar media enklask, Kristen Falc'hon hag Inès Léraud !

Muioc'h da glevout el lizher kelaouiñ en abadenn mañ.

Pennadoù e brezhoneg hag e gallaoueg àr Ouest-France

Get Ouest-France (teirvet kelaouenn ar muiañ lennet e Frañs get an dud) e vo embannet 3 fennad e brezhoneg hag ur pennad e gallaoueg bep miz. Bep Sul e vo. Muioc'h get Maiwenn Raynaudon-Kerzerho a zo penn-redaktourez ar gelaouenn Bretons, hi eo he deus soñjet lakaat ur seurt tra e plas.

Reko Clem: Loened Fall, Valse des yeux en capote de fiacre

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA