BOA logo

Queeromp: podkast nevez Morgane Bramoullé

SOFA - Gant Radio BOA

59 mn 47 sec 11 June 2025

Er rann-mañ
e komzer :

nevezadennoù sokial e Breizh
Treuzkemm ekologel ha bevliesseurted
yezhoù Breizh
Abadennoù sevenadurel

Queeromp: ur drugar a bodkast da selaou evit miziad ar loc'hoù

8 rann a zo bet embannet, a lak ar sell e lec'hioù talvoudus. Bezañ perzh ag ar gumuniezh queer ha komz brezhoneg, en em ziskuilhiñ (ober he/e goming-out), stourm pe c'hoazh beviñ ar frommoù en ho unan pe a-stroll... Setu ur podkast a ray vat d'ar gumuniezh vrezhonegerez ivez. Selaouit doc'h testenioù Valentin, Metig, Eno, Rosalie, Loic, Liza, Myriam ha Yann get stur ha seveniñ tuet brav Morgane Bramoullé, a Radio Kerne (foto ar podkast-mañ).

Da reiñ da selaou da bep divskouarn (get un tokarn, evit ar jingelioù a feson).

Adkavit ivez Dewi Kerbrat ag ar gevredigezh As Queer As Folk aterset get Julia Mouazan (RBG) o komz ag an atelieroù dañs dijener. Muioc'h er podkast a-bezh amañ e Tavarn Kreiz Mitin.

Devezh Matrimoine[s]: glad ar maouezed lakaet àr wel get Sevenadurioù

Ha tuet e vehe glad ar maouezed da vezañ diwellus? Sur ha n'eo ket marteze, pa seller kentoc'h ag ar fed d'o anveout evit ar pezh o doa krouet. "Alies e veze diverket anvioù ar arzerezed, pe laeret o labour get an arzourion" eme Olivier Levasseur en doa labouret àr buhez hag arz Jeanne Malivel, krouerez ar 7 breur.

Gouestlet e vo un devezh da c'hlad ar maouezed b'An Oriant a benn an 20 a viz Even. Muioc'h 'zo displeget get Anna Quéré a zo e aozadur an devezh. Sellit doc'h program an devezh amañ.

"Gwelet em eus sifroù an enklask gant TMO, mantrus eo, emañ ret cheñch un dra bennak"

... Eme Gurvan Musset, rener Ici breizh Izel.

Digresket kalz ivez an niver a dud o selaou ouzh Ici Breizh Izel. Displeget e vez getoñ choaz ar renerezh lec'hel, da zigreskiñ ar sammad a vrezhoneg a vo klevet adal an hañv-mañ er c'heleier. Strategiezh Gurvan Musset a zo mont da glask ar re yaouankoc'h dre vont muioc'h àr an niverel. N'eo ket kendrec'het ar skipailh kazetennerezed ha kazetennerien. O sell a zo da glevout amañ.

Reko Clem: LeMana, Melodia

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA