BOA logo

Merc'hed àr ar leurennoù fest-noz: prederiadennoù Marthe Vassalo 2/2

SOFA - Gant Radio BOA

59 mn 45 sec 04 Mezheven 2025

Er rann-mañ
e komzer :

nevezadennoù sokial e Breizh
Treuzkemm ekologel ha bevliesseurted
yezhoù Breizh
Abadennoù sevenadurel

"Enezennoù merc'hed en ur mor a baotred"

Setu aze eil tamm un testeni, degaset e 2020 get Marthe Vassalo. "Fantômes ambivalents et cocktails toxiques: être une femme en musique bretonne aujourd'hui" a zo moien lenn amañ, àr lec'hienn ar ganerez. Tennet eo ag ur bredegenn he doa graet e Albi e 2019. Ar pezh a vo klevet en abadenn mañ a zo un atersadenn graet get Tomaz Laken evit Radio Kreiz Breizh e 2020. Liamm ar podkast a-bezh amañ.

Abaoe embann ar ganerez e oa bet kaset labour evit klask gouzout hirroc'h, evel embann studi Tamm Kreiz hag HF+ Bretagne, àr sifroù 2022. Muioc'h ivez àr plas ar merc'hed àr ar leurennoù fest-noz en abadenn graet e 2024 e-pad Kan ar Bobl, amañ.

SACEM & festoù-noz: ur liamm luzhiet

Lod brasañ ag ar festoù-noz aozet er vro a zo bihan. Fallgontant eo gweave ar c'hevredigezhioù a rank paeiñ ur skodenn d'ar SACEM. Evit komprenn ar pezh a c'hoarvez, muioc'h àr ar gwirioù amezeg hag oberour get Romain Sponnagel, ar Arfolk.

Ar c'heleier e brezhoneg hanter skarzhet ag Ici Breizh Izel

Digresket e vehe kalz ar c'heleier, da 2' hepken adal miz Gouere. Mantret eo ar skipailhad gopridi ha gopradezed dirak diviz renerezh ar radio e Kemper da zilemmel un tamm ag ar program keleier e brezhoneg. Ur sinadeg o deus krouet en linenn.

Reko Clem: Opus Méduse, Insulaire (foto ar podkast)

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA