BOA logo

Merc'hed àr ar leurennoù fest-noz: prederiadennoù Marthe Vassalo 1/2

SOFA - Gant Radio BOA

59 mn 13 sec 28 Mae 2025

Er rann-mañ
e komzer :

nevezadennoù sokial e Breizh
Treuzkemm ekologel ha bevliesseurted
yezhoù Breizh
Abadennoù sevenadurel

Maouezed àr ar leurennoù fest-noz... Labour 'zo c'hoazh

"Fantômes ambivalents et cocktails toxiques: être une femme en musique bretonne aujourd'hui" a zo moien lenn amañ, àr lec'hienn Marthe Vassalo. Tennet eo ag ur bredegenn he doa graet e Albi e 2019. Ar pezh a vo klevet en abadenn mañ a zo un atersadenn anezhi graet get Tomaz Laken evit Radio Kreiz Breizh e 2020. Abaoe embann ar ganerez e oa bet kaset labour evit klask gouzout hirroc'h, evel embann studi Tamm Kreiz hag HF+ Bretagne, àr sifroù 2022.

Ur gevredigezh nevez evit saveteiñ ar leurenn krouidigezh lec'hel

Ya, hag anvet eo Ster. Elouan Le Sauze a zispleg hirroc'h àr c'hoantoù ar stourmerezed ha stourmerien. Un embann da-heul un emvod a veze dalc'het Dimeurzh 20 a viz Mae b'An Oriant.

Horizons Celtiques: ur sapre colo sevenadurel evit bugale Kenleur

An hañv mañ e vo dalc'het arvest krennarde.ze.d ha bugale Kenleur ur wezh c'hoazh. 12 vunutenn klinket ha preparet mat-kaer, setu distroioù an dud deuet o doa graet àr-dro an arvest... Hag ar vugale e-pad ar sizhun festival. Get Yann-Vari Le Doussal, Rozenn Taniou ha Youena Baron.

Reko Clem: Bops, Seagulls

Foto: Bugale Kenleur evit Horizons Celtiques. Tennet get Jacques Muller.

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA