Ouzhpenn 5000 euro a zo bet dastummet en ur rak-gwerzhiñ ar c'hoari kartennoù 8 familh. 8 familh, peogwir eh eus 8 anezho en hor broioù! Pep tra 'zo displeget en ur c'hoari da zeskiñ gounid legumaj evit an deraouidi, graet get Florie Thielin ag ar gevredigezh Jardin Biskoul.
Atav, evezhiaet eo. A-dost. Perig Pustoc'h a zo karget ag ur seurt labour, evit ar gevredigezh Breizh Vev. Nag ur vuhez hir a vez bevet get ur seurt kregin, o deus afer ag un endro kempouezet mat ha prop bras evit kreskiñ. Muioc'h get Perig, a zo karget anezho e Kreiz Breizh, ha mem da sikour anezho da greskiñ en un ti gwilioudi ispisial. Avañturioù marvailhus.
Ha labour a zo ni 'lâra deoc'h. Ar blez-mañ e vo dalc'het an darvoud e Maner Kernod e Kemperle. Ya, devet n'oa un tamm ag ar savadur nevez renevesaet, un devezh trist a viz Genver. Forzh penaos e vo brav an amzer, hag ar gouel a vo graet er maez. Dilun 19/05 e veze sinet ur goñvañsion etre ar gouel hag Hentoù ar glad (les chemins du patrimoine 29) evit frammiñ an emglev. Muioc'h get ar genurzhierez GBB Claire Le Moing.
Reko Clem: Elise Bourn, Pickles.
Poltres: Perig Pustoc'h, goprad Breizh Vev, e studio Radio BOA e Kemperle. Aterset e oa get Enora Molac, o kas an abadenn-mañ.