Komzoù mantret ar vedisinez Gael Pedron eo, a-ziàr an diover bras a vedisined ha medisinezed er vro. Spi ebet ag he ferzh da-geñver ar raktresoù lezennoù àr ar stern er mare-mañ. N'eo ket he-unan o soñjal ur seurt tra. Digoret eo bet an numerus apertus e 2021, hag abaoe degemeret ouzhpenn 13 000 danvez medisin er studioù medisinerezh. Met 10 vloaz e pad ar studioù...
Lezenn Guillaume Garot er breujoù, pakt dezerzioù ar Gouarnamant hag ar lezenn Mouiller er Sened a ginnig holl muzulioù evit aesaat an traoù. A zu ar vedisined eo stenn an traoù pa vez komzet a rediiñ anezho da c'houlenn en em staliiñ, èl micher liberal. Manifestadegoù oa bet e kerioù bras evit goulenn groñs chom hep diblasiñ ar medisinezed ar medisined... O c'hortoz eo 1/3 ag an dud a vez o veviñ en dezerzioù yec'hed àr tiriad bro Frañs.
Eme Uisant Crequer, ezel e CRESS Breizh. Bed ar c'hevredigezhioù a ra àr-dro an dud a zo kreñv mat. Muioc'h àr bed an ESS - Ekonomiezh Sokial ha Kengred (e brezhoneg) get Uisant Crequer, deuet ar maout get e gevelouri Distro e 2024, tapet priz an ESS 2024.
Ur galv lañset get Diwan, asambl get aozadurioù o labourat evit ar yezh, en o mesk Raok, Ti ar Vro Gwengamp, Radio Bro Gwened...
Yves-Marie Derbré-Salaun a zo ezel e kuzul meriñ Diwan, lâr a ra hirroc'h àr an darvoud plijus, evit razh an dud. Emgav da 2e d'anderv àr blasenn CDG e Roazhon !
Reko Clem: Mokhtar_Leila