BOA logo

Diouver a vedisined er lec'hioù stenn: gortoz pell, gortoz ... ?

SOFA - Gant Radio BOA

59 mn 43 sec 07 Mae 2025

Er rann-mañ
e komzer :

nevezadennoù sokial e Breizh
Treuzkemm ekologel ha bevliesseurted
yezhoù Breizh
Abadennoù sevenadurel

"N'eo ket d'ar vedisined yaouank da zougiñ diskar ar sistem hollek, a skrign ar servijoù publik war ar maezioù"

eme Gael Pedron, medisinez jeneralist e kreiz Breizh, e Rostrenn, war ar lezenn Garot a dremen er breujoù er mare-mañ. En abadenn-mañ e vo klevet ivez Enora Jegou, medisinez ar re gozh èl "docteur-junior" e ospital Kemper. Manifestet he doa d'ar Lun 31/04 enep rediiñ ar vedisined d'en em staliiñ er lec'hioù stenn.

Lizher-kelaouiñ Splann!

Uzin Olmix, an embregerezh vras staliet e Brehan, a zo e-dan ensell: ne vez ket diwallet a-walac'h doc'h he lastez. Ar park-loened Terres de Nataé a zo o klask astenn war douaroù labour-douar e Pont-Skorff, ha sujedoù all a vez lakaet ar gaoz àrne er lizher-mañ, evit miz Ebrel. Ar lizher a-bezh a zo amañ ivez.

- 18 000 euro: petra eo dazont an ACB - Ajañs Sevenadurel Breizhek 44 b'An Naoned?

Un digresk yalc'hadoù talvoudus a lak ar gevredigezh en arvar. Ur c'holl 18 000 euro nebeutoc'h a-berzh Rannvro Broioù ar Liger ha departamant Liger-Atlantel a zo diaes. Muioc'h get Alixia Thuau, gopradez en ACB. Evit roiñ un taol-sikour dezho, amañ emañ.

Reko Clem: Spontus, Ar c'helion.

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA