Kaset e oa bet an embregerezh bageal Genavir dirag ar lez-varn e Brest ar sizhun paset.
2 zen a zo tamalet dehe emzalc’hioù harellerezh spered, harellerezh seksel ha tagadennoù seksel: ur c’homandant kozh hag ur penn-mekanisian. O emzalc’hioù dagus a vehe bet etre 2015 ha 2019 àr daou vag Genavir. Skarzhet oant bet ag an embregerezh e 2021. E-tal an daou zen-se eh eus ivez rener-kozh Genavir, hag an embregerezh, ar pezh a zo dreist-ordinal hervez Metig a zo ezel ar c'homite souten Teir Martolodez, ur strollad bet krouet evit souten get ar gouzañverien. Ur c'hagnotte a zo bet lañset amañ.
Hag ivez er podkast-mañ: harz-labour ar vedisinerion, e-keñver ar lezenn Garot (ha n'eo ket echu da dremen er breujoù) àr ar staliadennoù, hag anoñs 1tañ ministr François Bayrou da lakaat ar vedisined da labourat e lec'hioù stenn 2 zeiz dre viz. Gael Pedron, medisinez e Kreiz Breizh a ra harz-labour a lâr a ra deomp perak.
Diskouezhadeg-fiñv Sevenadurioù a zistroio e miz Mae: ur feson da lakaat àr wèl elfennoù talvoudus sevenadur dizanvezel ar vro. Muioc'h get Soazig Aubry, karget ag an diskouezhadeg.
Reko Clem: Cut the Alligator: Disco fiasco.
Foto: Korniyenko-Sheremet Yevgeniya (2021). Empreintes Genavir et Ifremer sur le lest du carottier Calypso. Ifremer.