BOA logo

Diskâr an niver a dud o komz brezhoneg ha gallaoueg: komprenn gwelloc'h an disoc'hoù 3/3

SOFA - Gant Radio BOA

58 mn 41 sec 16 Ebrel 2025

Er rann-mañ
e komzer :

nevezadennoù sokial e Breizh
Treuzkemm ekologel ha bevliesseurted
yezhoù Breizh
Abadennoù sevenadurel

Mantrus eo disoc'hoù enklask TMO àr stad yezhoù Breizh embannet e miz Genver 2025. Digresket tost an hanter ag an dud gouest da gomz brezhoneg.

Pasabl a zigresk a vehe bet ivez ag an niver a c'hallaouegerion ha gallaouegerezed, etre 2018 ha 2024.

"Krog omp da welout disoc'hoù al labour kaset er bloavezhioù 90" eme Fulup Jakez, rener OPAB, àr kresk an niver a dud yaouank o komz brezhoneg, e-mesk ar re etre 25 ha 39 vlez*.

Evit Lessandre Casseron, karget a ziorren evit Institut du Galo, eo mall bras plantiñ a-barzh evit ar gallaoueg. Ur pikol labour kizidikaat a chom d'ober evit labourat àr ar sell a vez teuret àr ar yezh, en desped d'ar fed e vez treuskaset ar gallaoueg pasabl er familhoù c'hoazh*.

*Hervezh enklask TMO 2024.

Tradi deiz: 1350 dañser.ez e Gwened Disul

En abadenn-mañ e adkavehet ivez Kenleur, o komz deus digoradur sezon ar c'hoñkourioù a benn Disul e Gwened. Get Youena Baron, Rozenn Tanou, Corentin Bagot, Manon Le Querler ha Yann-Vari Le Doussal.

Nomad war an hent: un avañtur nevez àr hent ar seiz

Echu eo get Foeterien, met n'eo ket echu get slipailhad produiñ Mikael Baudu, Soazig Kerouredan ha Stefan Gaouier. Krouet o deus Huñvre production, ha labourat a reont àr sezon kentañ ur c'hoñsept avañturioù nevez, en estrenn-vro. Klask a zo àr daouadoù tud en em anav mat evit kemer perzh. Kasit ho lizher emginnig dezho: nomadwaranhent@gmail.com

Muioc'h a zisplegadennoù get Soazig Kerouredan, tizhet dre bellgomz.

Reko Clem: Everwarm ft. Odga: Back to you.

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA