Mantrus eo disoc'hoù enklask TMO àr stad yezhoù Breizh embannet e miz Genver 2025. Digresket tost an hanter ag an dud gouest da gomz brezhoneg. Pasabl a zigresk a vehe bet ivez ag an niver a c'hallaouegerion ha gallaouegerezed, etre 2018 ha 2024.
« Ar pezh pouezusañ a zo kavout lec’hioù evit komz gallaoueg get ar re all. Ul labour kizidikaat an dud d’ar gallaoueg, a zo da genderc’hel e Breizh. » Lessandre Casseron a zo karget a ziorren e Institut du Galo .
Hervezh Fulup Jakez rener Ofis Publik ar brezhoneg war an santimant idañtelezh e Breizh 4 departamant: « Ar pezh a verzher eo tamm ha tamm, an dud nevez-erruet a zegemer an idañtelezh breton, hag em sant ezel deus ur gumuniezh bretoned. Met ar c’hontroll eo e Liger-Atlantel ».
Penn kommañs an dielfennadenn amañ.
Setu ar pezh a vez lâret get ur goprad er gevredigezh, Perig Pustoc’h. An den a zo arbenniget àr ar grilhed dour-dous (l’écrevisse à patte blanche), ar gregin-perlez (la mulette perlière), ha karget ivez ag evezhii mirva taouaregi Menez Are. Muioc’h gantañ àr labour Breizh Vev, ha distro ar bleizi er vro.
Mantret e oa tud skol St Josephe Klegereg e bro Pondi dec’h. Ur familh staliet mat er vro a zo bet gwarnet pe dihunet get an archerien d’ar Meurzh 8/04. Ur souezhadenn e oa evit ar familh, tud ar skol, hag ar c’hrevredigezhioù o doa liammoù gete. Ur bodadeg a oa bet aozet d’ar memes deiz dirak is-prefeti Pondi e fin an deiz. Muioc’h get Sylvain Malgrange, a zo a volonte-vat e RESF Pondi.
Reko Clem : Emezi, Kendalc’h c’hoazh
Foto ar podkast : Lessandre Casseron, ag Institut ar Gallaoueg