BOA logo

Diskâr an niver a dud o komz brezhoneg ha gallaoueg: komprenn gwelloc'h an disoc'hoù 1/3

SOFA - Gant Radio BOA

1 ourr 0 mn 02 Ebrel 2025

Er rann-mañ
e komzer :

nevezadennoù sokial e Breizh
Treuzkemm ekologel ha bevliesseurted
yezhoù Breizh
Abadennoù sevenadurel

 

 Enklask TMO: displegadenn an disoc'hoù

Mantrus eo disoc'hoù enklask TMO àr stad yezhoù Breizh embannet e miz Genver 2025. Digresket tost an hanter ag an dud gouest da gomz brezhoneg. Pasabl a zigresk a vehe bet ivez ag an niver a c'hallaouegerion ha gallaouegerezed, etre 2018 ha 2024.

Hervezh Fulup Jakez rener Ofis Publik ar brezhoneg e weller bremañ àr an enklask disoc’h ur labour kaset da benn er bleadoù 90. Evit gwellout efed hor labour hiriv an deiz, e vo ret bout pasiant !

Adkavit muioc’h ivez àr stad ar gallaoueg get Lessandre Casseron, ag Institut du Galo (ha muioc’h àr ar gallaoueg ar sizhun o tont).

 

"Derc'hel de vonet"

Penaos eh a get Kan ar Bobl? "Derc'hel de vonet" setu ar pezh a vez lâret get Maxime Crahé, a zo prezidant nevez ar gevredigezh. N'eo ket levezonet get an enkadenn er bed kevredigezhel beteg re, ha soñjoù ouzhpenn a vo douget getoñ evit bodiñ razh an dud adal ar bleadoù de zonet. Koñkour nevez ar bloaz mañ ur seurt : ul lodenn krouidigezh nevez. Atersadenn a-bezh da selaou amañ.

 

 

Neventioù ar bed agro-industriel e Breizh a vo kontet get Juliette Cabaço-Roger, a zo moian da glevout a-bezh amañ ivez.

  

Reko Clem : Louise Papier get Don’t trust the night

Foto: Fulup Jakez, Ofis Publik ar Brezhoneg

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA