Disadorn 22/03 e oa bodet pennoù bras Sonerion e Rostrenn, en un emvod dreist-ordinal. Gellet o deus lâr o soñj dirag ar re all. Votet eo bet d'ur goulenn "Fiziañs e Sonerion" da 56%. Didier Mercier prezidant Sonerion Bro Gwened (fede 56) a oa deuet da ranniñ… ar c’hoant da vonet pelloc’h.
Lakaet eo diaes ar gevredigezh er prantad-mañ. Muioc'h da glevout aze ivez ma karit, àr an enkadenn strukturel.
Bodet e oa arzourezed hag arzourion dirag ar greizenn e Plañvour Dimeurzh 25/03. N’int ket prest da lezel ar greizenn da serriñ. Lañset o deus ur sinadeg àr ar lec’hienn change.org. Youenn Chapalain a lâre ouzh mikro Enora Molac penaos emañ a-bouez bras kenderc’hel get ar greizenn, hag al leurenn tiriadel.
Etre 20 000 € ha 100 000 € eme Romain Sponnagel, rener ar label Arfolk. Arfolk a oa bet krouet pell ‘zo, met aet e oa he c’hefridi produiñ pladennoù get Coop Breizh. A-houde 3 blez eo diliammet get Coop Breizh en-dro. Ur feson da saveteiñ ar produiñ pladennoù sonerezh a Vreizh, en ur mare diaes bras evit Coop Breizh, mouget bras get kudennoù argant. Muioc’h àr an SCPP, ar SACEM hag all er rubrikenn gentañ.
Reko Clem : Mike & Dylan James - Marwnhad yr Heliwr
Poltred: Didier Mercier, a respont d'an dud a c'houlenn getoñ penaos eh a "etre karrez ha rond".