Ar gevredigezh arzourion.ezed teiryezhek (brezhoneg gallaoueg ha galleg) Histoires au bout du fil a zo deuet da gontiñ hirroc’h e studio Radio BOA. Ioana Lemoine ha Marko, da adkavout amañ ivez.
Hag evit selaou doc’h podkast divyezhek an abadenn evit Noziad ar lenn, amañ emañ get Radio Bro Gwened.
Sabatuet kalz a dud, met traoù arall a chom d’ober. Muioc’h get Corentin Gaillard, karget ag an UDB e bro An Oriant.
« Afer ‘zo ag ur stourm kengred, harpet get an arzourion hag ar re all, evit ma vo gwarnet ar leurenn krouidigezhioù lec’hel » eme Laure le Maréchal, dilennet e Tolpad-kerioù An Oriant, o harpiñ ar raktres Ti ar vro.
Dastum ar voutailhoù gwer evit o gwalc'hiñ, hag o adimplijout, a zo ur soñj a feson (ha n'eo ket nevez tamm ebet!). Met disoñjet e oa bet. Ur pikol labour a vez graet get ar SCIC Distro evit lakaat ur seurt tra e plas e Breizh, abaoe 10 vloaz. Ur priz a oa bet roet dezho get ar CRESS Bretagne, priz an ESS (Ekonomiezh Sokial ha Kengred). Ar blez mañ e 2025 e vo diorroet o obererezhioù. Setu un diviz douget get 38 produer: ad-implij 5 million boutailh ken fin ar blez. Muioc'h get prezidant Distro Uisant Crequer.