"Prosez Joel Skouarneg n’eo ket ur prosez ken zibar…" Setu ar pezh soñjet get Diane Lefebvre, a zo psikologourez er vro. An niver a dud taget get un den hepken a zo bras bras, met bout ‘zo forh muioc’h a dagadennoù seksel evit ar pezh a soñjer, àr-dro deomp. Muioc’h geti ivez àr ar simptomoù a vez bevet get an dud o deus añduret tagadennoù seksel. Adkavit ivez testeni Anaig, he doa bevet un insest pa oe krouedur.
Afer Fañch: kadarnaet eo ar skritur get an tilde, get lez-varn An oriant. Un disoc'h embannet d'ar Lun 24 a viz C'hwevrer. Muioc'h àr an afer get Stéphanie Stoll, ezel ar strollad Mignoned Fañch. Aterset e oa bet get Aodren Trehun (Radio Bro Gwened).
Da glevout ivez en abadenn-mañ:
Lizher kelaouiñ Splann: neventioù ar bed agro-industriel. Get ar gazetennerez ha kenurzhierez Juliette Cabaço-Roger.
Reko Clem: Piv 'vin get Brieg Guerveno