Kevredigezhioù meur e Breizh: penaos en em denniñ dirak an digresk a yalc'hadoù publik ha kresk priz an traoù? Setu skouer Dastum, o prederiiñ àr he dazont. Pedet e oa bet Christian Rivoalen, karget ag an danvez dastummet àr tiriad Breizh Izel.
80 vlez 'zo e veze lidet fin an Eil Brezel Bed. Komzet e oa bet kement ag ar rezistañted, e oa bet treuswellus ar merc'hed o doa kemeret perzh er stourm. Muioc'h get Anna Quéré, evit Sevenadurioù. Ur bredegenn a vo d'ar 7 a viz Meurzh get Isabelle Le boulanger, arbennigerez àr an afer.
En abadenn-mañ e oa bet lakaet ar gaoz ivez àr an darvoudoù feulz c'hoarvezet Disadorn e Kentreg: feulz d'un tu peogwir e oa bet graet ur salud nazi dirag un davarn, ha teuret luganoù gouennelour. Feulz d'an tu arall peogwir p'en doa Anton Burel d'ar re c'hablus ag ur seurt traoù ne oa ket asantabl, o doa er gaset d'an trumadoù.
Ali ar sizhun: Morwreg, un ton nevez a vo da glevout àr pladenn nevez Quinquis (alias Tiny Feet) e penn kommañs miz Mae.
Skeudenn: Anna Quéré ha Christian Rivoalen